Mont d’an endalc’had

M3 Bradley

Eus Wikipedia
M3 Bradley
military vehicle model
Iskevrennad euskarbed sklêrijennañ Kemmañ
BrezelBrezel ar Pleg-mor, Brezel Irak Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Treset gantFMC Corporation Kemmañ

An M3 Bradley karbed stourm marc'hegiezh (saozneg: M3 Bradley cavalry fighting vehicle, berraet en CFV) zo ur c'harbed hobregonet sklêrijennañ stadunanat savet gant BAE Systems Platforms & Services (bet United Defense a-raok). Ar c'harbed a zo unan eus ar familh karbedoù stourm Bradley, an M3 CFV a zo implijet gant unvezioù marc'hegiezh hobregonet ponner en tirlu stadunanat.

An M3 Bradley CFV a zo damheñvel ouzh an M2 Bradley IFV (karbed stourm troadegiezh) ha dafaret eo gant ar memes dourribell kanol 25 mm Bushmaster gant ur vindrailherez M240C kalibr 7,62 mm. An diforc'hioù gant ar stumm M2 a zo munut hag a zo ivez hervez an implij a vez graet eus ar c'harbed. An M3 a zo lakaet er c'hlasad karbedoù hobregonet sklêrijennañ. An M3 a zo dafaret gant muioc'h a misiloù TOW ha gant munisionoù ouzhpenn evit ar c'hanol 25 mm kement hag ar vindrailherez 7,62 mm.