Mont d’an endalc’had

M3 (kontell-emgann)

Eus Wikipedia
US M3 Trench Knife
Ur gontell-emgann M3 (en nec'h) hag e c'houin M8 (en traoñ)
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Kontell-emgann
Mare produiñ Miz Meurzh 1943 - Miz Gouere 1944
Produerien Aerial Cutlery Co.
W.R. Case & Sons Co.
Imperial Knife Co.
Pal Blade and Tool Co.
Camillus Cutlery Co.
Robeson Cutlery Co.
Kinfolks, Inc.
Utica Cutlery Co.
H. Boker & Sons Co.
Skouerennoù produet 2.590.247
Adstummoù • Baionetez M4 evit ar garabinenn M1
• Baionetez M5 evit an M1 Garand
• Baionetez M6 evit ar fuzuilh M14
• Baionetez M7 evit ar fuzuilh M16
Muzulioù
Hirder 298 mm
Hirder al laonenn 171 mm
Gouinoù M6, M8, M8A1

An M3, pe US M3 Trench Knife hervez hec'h anv ofisiel, a zo ur gontell-emgann implijet en arme stadunanat adalek dibenn an Eil Brezel-bed. Ijinet e voe evit gellet bezañ produet prim hag aes. Nav embregerezh stadunanat a broduas 2.590.247 skouerenn anezhi etre miz Meurzh 1943 ha miz Gouere 1944. Priziet e oa da skouer gant an harzlammerien evit troc'hañ liammoù o harz-lamm ma oa paket en ul lec'h bennak[1]. He laonenn a zo e dir koaget hag e droad e lêr. Adstummoù baionetez a voe savet diwarni evit an M1 Garand, ar garabinenn M1, ha diwezhatoc'h evit ar fuzuilhoù M14 hag M16.

Goude 1945 e voe implijet e brezelioù all renet gant ar Stadoù-Unanet, en o zouez brezel Korea ha brezel Viêt Nam. An arme c'hall a reas ganti e brezelioù Indez-Sina hag Aljeria ivez.

  1. (fr) Histoire des USM3, Le Monde du M3 (lennet d'ar 04/06/2025)