M2 Bradley
Iskevrennad eus | karbed stourm hobregonet, karbed stourm troadegiezh ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | M2 Bradley ![]() |
Anvet diwar | Omar Bradley ![]() |
Raklec'hiet gant | M113 ![]() |
Bro orin | Stadoù-Unanet ![]() |
Saver | BAE Systems ![]() |
Lakaet er servij | 1981 ![]() |
An M2 Bradley, pe Bradley IFV, zo ur c'harbed stourm troadegiezh stadunanat eus familh ar c'harbedoù stourm Bradley . Savet eo gant BAE Systems Land & Armaments (bet United Defense). Degemeret eo bet er servij e 1981, ha kroget da vezañ implijet war an dachenn e 1983.
Ar Bradley a zo bet ijinet evel karbed sklêrijennañ ha dezougen troadegiezh, evit ur bagad nav soudard. Hobregonet eo evit talañ ouzh tennoù armoù skañv, ha gellet a ra degas un harp-tan evit mougañ enebourien troadeien ha karbedoù stourm gant un hobregon skañv. Savet eo bet evit bezañ prim hag aes da fiñval, evel-se e c'hell ambrougañ karbedoù hobregonet ponneroc'h e-kerzh ur mont war-raok. Tri den a ranker kaout evit implijout an M2 da nebeutañ : ar c'homandant, an tenner, hag ar blenier. Ouzhpenn ar re-se e c'hell dezougen betek c'hwec'h soudard dafaret holl.
Er bloavezh 2000, koust hollek ar program a oa 5 664 100 000 US$ evit un hollad 1602 garbed savet. Keidenn koust pep hini anezho e oa 3 166 000 $, ha pignet eo da 5 841 000 $ e 2025.[1]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ M2A3 and M3A3 Bradley Fighting Vehicle Systems (BFVS). Kevredigezh skiantourien Amerika.