M1917 (revolverioù)
| Revolverioù M1917 | |
|---|---|
Ur revolver Colt M1917 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Revolver un-ober / daou-ober |
| Munisionoù | .44 Magnum (kenderez gant munisionoù .44 Special) .45 Colt |
| Produerien | Colt's Manufacturing Company Smith & Wesson |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 1,140 kg (stumm Colt) 1,050 kg (stumm Smith & Wesson) |
| Hirder | 270 mm |
| Hirder ar c'hanol | 140 mm |
| Endalc'h | Taboulin 6 kartouchenn, karget gant klipoù hanterloar (evit ar .45 ACP) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Model 1917, pe M1917, eo anv ofisiel en arme stadunanat daou revolver damheñvel produet gant Colt ha Smith & Wesson hag implijet da vare ar Brezel-bed Kentañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bistolenn Colt M1911 a oa arm-dorn standart an U.S. Army e 1917, pa zivizas ar vro kemer perzh er brezel. Met ne veze ket produet a-walc'h anezhe evit reiñ d'an holl soudarded, ha divizet e voe lakaat produiñ revolverioù ivez, kambret e .45 ACP evel ar Colt M1911 evit aesaat ar pourveziañ. Armoù dezhe ur blatinenn un-ober ha daou-ober hag un daboulin 6 kartouchenn e oant. 5,5 meutad (140 mm) a rae o c'hanol[1].

Stumm Smith & Wesson
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deveret e voe eus ar .44 Hand Ejector New Century e 1916, pa gomprenas an embregerezh e oa ar Stadoù-Unanet war-nes antreal er brezel[1]. Savet e voe diwar ur c'henlabour gant arsanailh-Stad Springfield. Abalamour ne oa bourled ebet gant ar c'hartouchennoù .45 ACP e voe ret ouzhpennañ d'an arm daou glip dezhe stumm un hanterloar evit gellet derc'hel anezhe en daboulin. A-drugarez d'ur rizenn war vord pep kambr eus an daboulin e c'halle bezañ enlakaet kartouchennoù enne hep klip ebet, met n'hallent ket bezañ tennet gant an distrinker[2]. Ar revolver a gendalc'has da vezañ produet goude ar brezel betek 1949, gant un troc'h da vare an Eil Brezel-bed. E soñj e oa an embregerezh paouez gantañ e 1937, met 25 000 skouerenn a voe urzhiet er bloaz-se gant gouarnamant Brazil[1]. Ouzhpenn 200 000 skouerenn eus ar Smith & Wesson M1917 a voe produet en holl[3].
Etre 1950 ha 1917 e voe gwerzhet ar Model 22, ur stumm kenwerzhel eus ar Model 1917, gant Smith & Wesson. E 2026 en deus kemennet an embregerezh e oa o vont da broduiñ ar Model 1917 adarre, e daou stumm : unan gant ur c'hanol 4", kambret e .45 Auto hag e .45 Colt ; ha egile gant ur c'hanol 5,5" e .45 Auto[4].

Stumm Colt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tamm ponneroc'h e oa ar stumm produet gant Colt (ur c'hant gram bennak ouzhpenn)[5]. Deveret e oa eus ar Colt New Service. Ne oa rizenn ebet war vord ar c'hambroù evel war stumm Smith & Wesson[2], met war-bouez d'un nebeud elfennoù diavaez all e oa heñvel an daou stumm[6]. War-dro 151 000 skouerenn eus ar Colt M1917 a voe pourveziet d'an arme stadunanat[7].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar c'hartouchennoù .45 Auto Rim zo bet savet e 1920 evit bezañ implijet er Model 1917 hep klip ebet
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (en) TAYLOR Chuck, The .45 Auto Rim (diell, lodenn 1), Guns Magazine, miz Gwengolo 2000 (lennet d'an 11/01/2025)
- 1 2 (fr) Smith & Wesson 1917, Arme et Passion (lennet d'an 11/01/2025)
- ↑ (en) VENTURINO Mike, WWI Classic Returns - Smith & Wesson Model 1917 .45 ACP, Guns Magazine (lennet d'an 12/01/2025)
- ↑ (en) New: Smith & Wesson Model 22 of 1917 Classic and Model 22 Classic Revolvers, Shooting Sports USA, 27/10/2026 (lennet d'an 28/10/2026)
- ↑ (fr) Colt 1917, Arme et Passion (lennet d'an 11/01/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 80
- ↑ (fr) ALVES Éric, Colt 1917, Seconde Guerre.net (lennet d'an 12/01/2025)