Mont d’an endalc’had

M1296 Dragoon

Eus Wikipedia
M1296 Dragoon
Iskevrennad eusStryker Kemmañ
ImplijerUnited States Army Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ

An M1296 Infantry Carrier Vehicle Dragoon (ICVD) (brezhoneg: Karbed dezougen troadegiezh Dragoon M1296) a zo un doare gwellaet eus ar c'harbed dezougen troadegiezh Stryker, ijinet evit galloudusaat nerzh an U.S. Army dre ar Stryker brigade combat teams (SBCTs). Ar c'harbed a zo dafaret gant ur c'hanol aotomatek 30 mm XM813 Bushmaster II en un douribell Kongsberg MCT-30, ar pezh a ra eus ar stumm-se unan kalz kreñvoc'h evit na oa ar Stryker diazez. Lakaet eo bet d'ar servij evit ar wech kentañ e miz Kerzu 2017,[1] An ICVD a oa bet sevenet evit diskoulmañ goulennoù oberiadurel evit kaout ur Stryker armet galloudusoc'h hag a c'hellje talañ ouzh an dañjerioù o kemmañ war an dachennoù emgann. Daou bourzhiad a zo evit ren anezhañ ha gellout a ra dezougen betek 9 soudard.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]