M.I.A.
M.I.A. | |
![]() | |
M.I.A.
| |
Anv | Mathangi Arulpragasam |
---|---|
Ganet | 17 a viz Gouere 1975 e Londrez |
Doare(où) | sonerezh elektronek, hip-hop, dancehall |
Bloavezhioù oberiant | 2000 |
Label(ioù) | XL Recordings, Interscope Records |
Lec'hienn ofisiel | miauk.com |
kemmañ ![]() |
M.I.A. (17 a viz Gouere 1975 e Londrez), anv gwir Mathangi «Maya» Arulpragasam, a zo ur sonaozerez, kanerez, raperez ha produerez pladennoù[1]. A orin tamoul (Sri Lanka) eo. En he sonerezh e vesk elfennoù grime, hip-hop, ragga, dancehall, elektro ha funk. E-touez dodennoù he c'hanaouennoù e kaver ar politikerezh hag ar vuhez sokial.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa oa 6 miz e kuitaas Bro-Saoz hag ez eas da Sri Lanka gant he zud hag he c'hoar Kali[2]. Seno e teuas he zad da vezañ brudet war dcahenn ar politikerezh hag unan eus krouerien EROS (Eelam Revolutionary Organisation of Students) e voe. Un aozadur studierien dispac'hel e oa e bal stourm evit dizalc'hidigezh an Îlam tamoul[3]. Bloaz goude ez eas da Jaffna gant he mamm hag he c'hoar, eno e vo ganet he breur Sugu[3]. Pa grogas ar brezel diabarzh ez ejont da Chennai, en India[3]. Distreiñ a rejont da Jaffna met abalamour d'ar brezel diabarzh e rankjont distreiñ da India ha goude-se ez ejont da repuiñ da Londrez[3]. 11 vloaz e oa Maya ha deskiñ a reas saozneg hag e krogas da vezañ dedennet gant ar sonerezh hip-hop[3]. Degemeret e voe e Central Saint Martins College of Art and Design Londrez, ma teskas an arzoù-kaer, ar sinema hag ar video[3].
E 2001 e voe aozet he diskouezadeg kentañ e Portobello Road Londrez, hag e voe embannet ul levr titlet M.I.A., ennañ hec'h oberennoù[3]. Goude-se e reas ur videoklip eviut ar strollad Elastica hag a oa gant un droiad[3]. Kejañ a reas ouzh Peaches, ma teskas dezhi penaos implijout ur sampler Roland MC-505 ha sed penaos e stagas Maya gant ar sonerezh[3]. Pa zistroas da Londrez e prenas ur sampler eil-dorn hag ec'h enrollas c'hwec'h ton[3]. Plijet e voe an DJed gant he fladenn single Galang, bet embannet 500 skouerenn anezhi[3]. E 2004 e teuas da vezañ brudet, dreist-holl en toulloù-nioz hag en internet. Tapout a reas Priz Mercury 2005 gant he fladenn Arular ha lakaet e voe M.I.A. El luskad nu rave[4]. Brudetoc'h c'hoazh e teuas da vezañ pa voe implijet he c'hanaouenn Paper Planes (pladenn Kala) er film Slumdog Millionaire. E 2009 e voe e roll ar c'hant den levezonusañ hervez skipailh Time.
D'ar 26 a viz Ebrel 2010 e voe embannet videoklip he c'hanaouenn nevez titlet Born Free a oa da zont er-maez en deiz goude. Ur videoklip feuls nav munutenn-pad savet gant Romain Gavras eo. Un nebeud eurvezhioù goude ma vefe bet embannet e voe tennet eus Youtube, hag adlakaet goude gant strishadurioù[5]. He zrede albom a zeuas er-maez e Japan d'an 23 a viz Ebrel 2010.
D'an 11 a viz Mae 2010 e voe skignet an ton XXXO war internet. Single kentañ he zrede albom eo[6]. En deiz a-raok e oa bet skignet gant BBC Radio One[7].
Lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
M.I.A. a dalvez daou dra[8] :
- Missing In Acton, liammet ouzh anv karter Londrez ma kasas e bugaleaj ennañ.
- Missing In Action, a vez lavaret e saozneg diwwar-benn ar soudarded marvet e-pad emgannoù.
He fladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pladennoù single[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2003 : Galang
- 2004 : Sunshowers
- 2005 : Bucky Done Gun
- 2006 : BirdFlu
- 2007 : Boyz
- 2007 : Jimmy
- 2008 : Paper Planes
- 2010 : Born Free
- 2010 : XXXO
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ imdb.com
- ↑ popmatters.com
- ↑ 3,00 3,01 3,02 3,03 3,04 3,05 3,06 3,07 3,08 3,09 ha3,10 lfsm.net
- ↑ Pennad gant Joël Vacheron er magazin Vibrations niv. 96 (miz Here 2007)
- ↑ http://mashable.com/2010/04/27/mia-born-free-video/
- ↑ http://www.musiquemag.com/news-xxxo-le-nouveau-single-de-mia-2038.htm
- ↑ http://pitchfork.com/news/38755-new-mia-xxxo/
- ↑ guardian.co.uk