Máel Coluim (Strat Clut)

Eus Wikipedia

Máel Coluim (marvet e 997) a oa roue Strat Clut.

Mab e oa da Dyfnwal ab Owain, roue Strad Clut. Gant e anv gouezelek e c'haller soñjal pe e oa mat an darempredoù etre Brezhoned ha Gouezeled en amzer-hont, pe e oa ar Ouezeled a rene war ar vro. En 945 e voe aloubet Strad Clut gant Edmund Iañ, roue ar Saozon, en dije lezet ar Ouezeled da sujañ Brezhoned Cumbria. Gant ar roue saoz e vije bet dallet meur a hini eus breudeur Máel Coluim evit klask diouennañ mibien Dyfnwal.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Dauvit Broun, « The Welsh Identity of the Kingdom of Strathclyde », in The Innes Review, Vol. 55, no. 2 (Autumn, 2004), p. 111–180.
  • Alan MacQuarrie « The Kingdom of Strathclyde », in A. Grant & K.Stringer (eds.) Medieval Scotland: Crown, Lordship and Community, Essays Presented to G.W.S. Barrow, (Edinburgh, 1993), pp. 1–19 et tableau généalogique p. 6.
  • Alfred P. Smyth, Warlords and Holy Men, (Edinburgh, 1984).
  • Alex Woolf from Pictland to Alba 789-1070 (Edinburgh 2007).