Lynyrd Skynyrd
Lynyrd Skynyrd zo ur strollad southern rock eus Jacksonville (Florida, Stadoù-Unanet Amerika). Brud en doa tapet er bloavezhioù 1970 gant kanaouennoù evel Free Bird ha Sweet Home Alabama.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe ar strollad en hañv 1964 gant Ronnie Van Zant, Bob Burns ha Gary Rossington. Prestik goude e teuas da seniñ gante ar gitarour Allen Collins hag ar gitarour-boud Larry Junstrom. Meur a anv a voe d'o strollad, ha Lynyrd Skynyrd a voe choazet e 1969 a-benn ar fin, awenet gant hini ur c'helenner sportoù strizh-tre en o lise orin. Adalek 1970 e krogas ar strollad da veskañ ar sonerezhioù blues, rock ha country ha da gavout evel-se o identelezh. Enrollañ a rejont o albom kentañ, (Pronounced ‘Lĕh-’nérd ‘Skin-’nérd), e 1973. Berzh a reas, pa voe gwerzhet ouzhpenn ur milion a skouerennoù anezhañ, a-drugarez da ganaouennoù evel Free Bird, un oberenn ouzhpenn 9 munutenn anezhi, enni soloioù gitar ha cheñchamantoù lusk e-leizh[1].
E 1974 e embannas Lynyrd Skynyrd o eil pladenn, Second Helping, ennañ ar ganaouenn vrudetañ bet skrivet gante, Sweet Home Alabama, savet evit respont da ganaouennoù Southern Man hag Alabama ar c'haner kanadian Neil Young. Teir fladenn all a voe embannet gant ar strollad goude : Nuthin' Fancy (1975), Gimme back my bullets (1976) ha Street Survivors (1977)[1].

Gwallzarvoud karr-nij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 20 a viz Here 1977 e oa bet kemeret plas gant ar strollad hag e skipailh teknik en ur c'harr-nij evit mont eus Greenville (South Carolina) betek Baton Rouge (Louisiana). E Gillsburg (Mississippi) e kouezhas an nijerez abalamour ne oa ket bet pourveziet a-walc'h gant kerozen a-raok ar veaj. Mervel a reas an daou levier, ar c'haner Ronnie Van Zant, ar gitarour Steve Gaines, ha Cassy Gaines, he c'hoar, kanerez er strollad. Izili all Lynyrd Skynyrd a zreuzvevas daoust d'o c'hloazadennoù, met harzet e voe gant ar strollad[1].
Distro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1987 e adkrogas Lynyrd Skynyrd da seniñ, gant Johnny Van Zant o kanañ e plas e vreur marvet. O c'hwec'hvet albom studio, Lynyrd Skynyrd 1991, a voe embannet ez 1991. Dibaoe eo kendalc'het ar strollad da seniñ war leurennoù, gant troc'hoù a-wechoù, ha kalz cheñchamantoù sonerien. Gary Rossington, an ezel diwezhañ en doa kemeret perzh er bladenn gentañ e 1973, zo marvet e miz Meurzh 2023[1].
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1973 : (Pronounced 'Lĕh-'nérd 'Skin-'nérd)
- 1974 : Second Helping
- 1975 : Nuthin' Fancy
- 1976 : Gimme Back My Bullets
- 1977 : Street Survivors
- 1991 : Lynyrd Skynyrd 1991
- 1993 : The Last Rebel
- 1994 : Endangered Species
- 1997 : Twenty
- 1999 : Edge of Forever
- 2000 : Christmas Time Again
- 2003 : Vicious Cycle
- 2009 : God & Guns
- 2012 : Last of a Dyin' Breed