Likos (breur Nikteüs)

Eus Wikipedia
Ur pennad Likos zo ivez.

Likos a oa breur da Nikteüs ha eontr da Antiope.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brazezet e oa bet e nizez Antiope gant an doue Zeus. Tec'het e oa ar plac'h eus ti he zad, Nikteüs, ha laosket he bugale, Amfion ha Zetos, war menez Kitairon. Kavet e voent gant ur mesaer, ha degaset en-dro d'o zad-kozh. Likos a voe kaset gant e vreur Nikteüs neuze da gerc'hat e verc'h Antiope. Ober a reas, hag e roas Antiope da sklavez d'e wreg Dione neuze.

Goude lazhet Flegias, roue al Lapited, e tec'has Likos hag e vreur Nikteüs eus enez Eubea, ma vevent.