Luskad an 23 a viz Meurzh

| Deiziad krouiñ | 2012 |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | March 23 Movement |
| Perzhiad e | Kivu conflict |
| Prezidant | Sultani Makenga |
| Stad | Republik Demokratel Kongo |
Luskad an 23 a viz Meurzh (galleg: Mouvement du 23 mars), berraet alies en M23 ha brudet ivez evel Lu dispac'hel Kongo (galleg: Armée révolutionnaire du Congo),[1] zo ur strollad damsoudardel kongolat, Tutsied ennañ dreist-holl[2]. Diazezet eo e reter Republik Demokratel Kongo hag oberiant eo dreist-holl en Norzh Kivu, hag a zo war harzoù Ouganda ha Rwanda. Harpet eo gant Rwanda. Un ezel eo ivez eus Emglev ar stêr Kongo, ur c'hengevread rebelled e reter Kongo.
An M23 a oa bet krouet e 2012 ha buan eo bet o stourm er c'hentañ emsavadeg a-enep gouarnamant Kongo, ar pezh en doa lakaet bernioù tud da guitaat o zi. D'an 20 a viz Du 2012, an M23 a oa deuet da vezañ mestr war Goma, kêr-benn Norzh Kivu gant ouzhpenn 1 milion a annezidi, met kendrec'het e oa bet da guitaat kêr goude Kendiviz etrebroadel rannvro al lennoù meur (ICGLR) dre ma oa bet gouarnamant Kongo oc'h asantiñ kaout divizoù gant an aozadur rebelled. E fin ar bloavezh 2012, soudarded eus Kongo, harpet gant nerzhioù peoc'h an ABU, o devoa adkemeret Goma, hag an M23 en devoa embannet un harz-tennañ hag e oa ar c'hoant gantañ da gregiñ gant ur c'hendiviz evit ar peoc'h[3].
Un dezrevell gant an ABU he doa lakaet war-wel e oa Rwanda a oa bet o krouiñ hag o ren ar strollad rebelled M23[4]. Rwanda a oa bet rediet da baouez gant e harp goude gwaskoù etrebroadel hag an trec'h a oa bet gant lu Kongo hag an nerzh eus an ABU e 2013[5].
E 2017, lodennoù eus an M23 a oa adkroget gant un emsavadeg e Kongo, met un emsavadeg dister e oa rak ne oa ket kalz a nerzhioù gant ar rebelled. Koulskoude, an M23 a oa bet adaozet e 2022 ha roet en doa lañs d'un argadenn veur. Ar wech-mañ e oa bet aloubet kêr Bunagana, war an harzoù, gant ar rebelled[6][7].

E miz Du 2022, rebelled an M23 a oa distroet tost da gêr Goma ha rediet o devoa 180 000 den da guitaat o zi, goude ma oa kilet nerzhioù lu Kongo diouzh ar c'horn-bro e-kichen kêriadenn Kibumba[8]. E miz Even 2023, Human Rights Watch en doa embannet e oa torfedoù a-enep gwirioù Mab-den a oa sevenet gant rebelled an M23 e Kongo, en o zouez lazhadennoù e-maez lezenn, gwalladennoù lies ha torfedoù brezel all. Kuzul surentez an ABU en doa harpet kastizoù a-enep pennoù al luskad M23 kement hag o harperien e-touez pennoù Rwanda[9]. E miz Genver 2025, ar strollad a zo mestr war kêrioù bras niverus e reter Kongo evel Bunagana, Kiwanja,[10] Kitchanga,[11] Rubaya,[12] Rutshuru,[10] hag ivez tro-dro kêr Goma.[13].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) https://www.bbc.co.uk/news/world-africa-21632273
- ↑ Instability in the Democratic Republic of Congo (en).
- ↑ "Goma: M23 rebels capture DR Congo city", BBC News (20 a viz Du 2012).
- ↑ "Paul Kagame, War Criminal?" (in en), Newsweek (14 a viz Genver 2013).
- ↑ "Subcommittee Hearing: Developments in Rwanda – Committee on Foreign Affairs" (in en-US), Committee on Foreign Affairs. http://docs.house.gov/meetings/FA/FA16/20150520/103498/HHRG-114-FA16-Transcript-20150520.pdf p. 74
- ↑ Thousands displaced as M23 rebels near key DRC city of Goma (en).
- ↑ "Congo rebels seize eastern border town, army blames Rwanda" (in en), Reuters (13 a viz Even 2022).
- ↑ Thousands displaced as M23 rebels near key DRC city of Goma (en).
- ↑ DR Congo: Killings, Rapes by Rwanda-Backed M23 Rebels | Human Rights Watch (en)(13 a viz Even 2023).
- ↑ 10,0 ha10,1 Rebels makes new advance, and Congo expels Rwandan envoy (29 a viz Here 2022).
- ↑ M23 rebels take control of eastern DR Congo town (1 a viz C'hwevrer 2023).
- ↑ Mulegwa, Pascal (27 a viz C'hwevrer 2023). Congolese M23 rebels seize major mining town of Rubaya.
- ↑ Fresh Clashes as M23 Rebels Make Gains in East DR Congo (26 a viz Genver 2023).