Mont d’an endalc’had

Lusk-tennañ

Eus Wikipedia

Lusk-tennañ un arm eo an niver a vannadelloù a c’hall tennañ en un amzer termenet. Eztaolet e vez peurliesañ e tennoù dre vunutenn (tenn/mn). An doare saoznek e rpm (round per minute) a vez implijet stank e bed an armoù ivez.

Luskoù-tennañ teorikel, pleustrek ha talvoudus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An armoù-tan a vez deskrivet peurliesañ o lusk-tennañ teorikel. Gellet a ra bezañ da skouer 1.000 tenn/mn evit ar fuzuilh-arsailh FAMAS bet standart en arme c’hall e dibenn an XXvet kantved, pe 1.200 tenn/mn evit ar vindrailherez alaman MG42 implijet en Eil Brezel-bed, a oa unan eus ar re c’halloudusañ a gaved. Koulskoude n’hall ket bezañ tizhet al lusk-tennañ-mañ abalamour da elfennoù evel endalc’h ar c’harger (30 kartouchenn d’ar muiañ war ar braz eus an armoù hiniennel), pe da dommadur an arm ha riskloù un efed cook off (tarzhadenn ur munision abalamour d’an dommder ha n’eo ket goude bezañ pouezet war draen an arm). Lusk-tennañ pleustrek un arm eo an hini a vez tizhet o terc'hel kont eus an elfennoù-mañ, hag izeloc'h eo evit an hini teorikel.

Ar vindailherez M2 Browning implijet en US Army e-pad an Eil Brezel-bed, da skouer, zo he lusk-tennañ teorikel etre 450 ha 600 tenn/mn, met endalc'h brasañ he bandennoù (100 kartouchenn) a aotre un dennadeg dizehan e-pad 14 segondenn hepken. Gourdonet e oa kentoc'h ar soudarded evit ober tennadegoù 8 pe 10 tenn hepken, ha lezel troc'hoù berr-tre etre pep tennadeg[1]. An tennadegoù dizehan a veze implijet e darvoudoù raloc'h, pa veze kelc'hiet ar soudarded gant enebourien dost da skouer.

Anv a raer ivez eus al lusk-tennañ talvoudus, a zo izeloc'h c'hoazh evit al lusk-tennañ pleustrek war an armoù aotomatek, pa gemerer e kont evit e jediñ elfennoù all evel skuizhder an tenner pe ar fed e vez alies diheñchet an tennoù diouzh o sibl pa raer tennadegoù hir.

Luskoù-tennañ hervez gwikefre an armoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er braz eus an armoù-tan un-tenn implijet betek kreiz an XIXvet kantved, evel ar Springfield M1861 da vare brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, e ranked adkargañ ur vannadell hag e gargad-poulzañ etre pep tenn. Stag e oa al lusk-tennañ ouzh barregezhioù ha gourdoniñ an dennerien, ha peurliesañ e oa gouest ur den barrek da dennañ div pe deir gwech bep munutenn gant ur fuzuilh d'ar muiañ-tout. Kreskiñ a reas al lusk-mañ betek 15 pe 20 tenn/mn gant donedigezh an armoù-tennata dre zorn evel ar fuzuilh Spencer, dezhi ul loc'henn-grogenn hag ur c'harger 7 kartouchenn. An armoù-tan aotomatek penn-da-benn, a zo bet ledanaet o implij e brezelioù hanterenn gentañ an XXvet kantved, o deus izelaet efed gourdoniñ an dennerien. Gante e c'haller tizhout luskoù-tennañ kantadoù a dennoù bep munutenn, pa n'eo ket miliadoù war ar mindrailherezioù dezhe meur a ganol pourveziet gant ur c'heflusker tredan evel an M134 Minigun (etre 2.000 ha 6.000 tenn/mn).

  1. (en) 0.50"/90 (12.7 mm) M2 Browning MG (BMG), NavWeaps (lennet d'an 09/01/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan