Mont d’an endalc’had

Lur CFA

Eus Wikipedia
Lur CFA
moneiz
Unit symbolFCFA Kemmañ

Al lur CFA eo anv daou voneiz (Franc CFA e galleg, evit franc de la Communauté financière africaine ha franc de la Coopération financière en Afrique) implijet gant 210 milion a dud (e 2023) e pevarzek Stad afrikat :

Takadoù lur en Afrika:
     lur CFA Afrika ar c'hornôg (XOF)
     lur CFa Afrika kreiz (XAF)

Ar memes talvoudegezh o deus, met n'int ket keveskemmadus. N'eus ket un takad moneizel boutin eta, met daou dakad keñver-ouzh-keñver.

Ar Stadoù eo ar re a oa e-barzh Impalaeriezh trevadennel Frañs, Togo ha Kameroun (hag a oa leuridurioù gall ha breiveuriat) , Ginea ar C'heheder (Spagn) ha Ginea-Bissau (Portugal). Al lur CFA a zo ur moneiz a zo divizet e dalvoudegezh gant ar Stadoù ezel. Savelet eo an dalvoudegezh-mañ e parder digemm gant an euro, parder digemm hag a zo gwarantet goude gant an Teñzor publik gall. Kelaouet e vez an Teñzor publik gall gant ar Stadoù afrikat pa zivizont adtalvoudekaat pe istalvoudekaat ar moneiz. A-hend-all eo amred al lur CFA e broioù saoznek Nigeria ha Ghana e-kichen o moneiz broadel.[2]

Sellet e vez stagadur al lur CFA ouzh an euro evel ur gouestl a stabilded gant lod, pa vez sellet outañ evel ur sujidigezh youlek gant lod all.

D'an 22 a viz Kerzu 2019 e voe embannet e vefe cheñchet moneiz Afrika ar c'hornôg gant an Eco.[3] Asantet e voe gant Bodadenn Vroadel Bro-C'hall e miz Mae 2020. Progamet e oa ar cheñchamant e dibenn ar bloaz 2020 met e voe dalaet gant meur a dra : kleñved-red ar C'hovid-19, amzivin geopolitikel, diaezamantoù da dizhout an dezverkoù,[4][5][6][7]. Programet eo ar moneisaat kentañ e miz Gouere 2027.[8]

Emdroadur parded al lur CFA

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
DeiziadDarvoudFeur eskemmañ
26 a viz Kerzu 1945Krouidigezh al lur CFA1 F CFA = 1,70 FF
17 a viz Here 1948Istalvoudekaat al lur gall (FF)1 F CFA = 2,00 FF
1añ a viz Genver 1960Diazezadur[9] ar lur gall nevez (FRF)1 F CFA = 0,02 FRF
11 a viz Genver 1994Istalvoudekaat 50 % al lur CFA1 F CFA = 0,01 FRF
1añ a viz Genver 1999Stagadur al lur CFA ouzh an euro1 € = 655,957 F CFA (1 F CFA ≈ 0,00152 €)[10]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]