Lunedoù-fri

Eus Wikipedia
Lunedoù-fri en un daolenn diwar zorn Jan van Eyck e 1436.

Lunedoù-fri zo lunedoù hag a stard ar fri da zerc'hel warnañ, hogen hep brankoù. Anavezet e oant adal ar XVvet kantved, met diouzh ar c'hiz e oant e dibenn an XIXvet kantved dreist-holl.