Luise von Preußen (1808-1870)

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Disambiguation.svg Ur pennad Luise von Preußen zo ivez.
Luise von Preußen, Priñsez an Izelvroioù

Luise Auguste Wilhelmine Amalie von Preußen (Königsberg (Prusia), 1añ a viz C'hwevrer 1808 - Wassenaar, 6 a viz Kerzu 1870) a oa ur briñsez prusian eus an Tiegezh Hohenzollern.

Merc'h e oa da Friedrich Wilhelm III (1770–1840), roue Prusia, ha d'e bried Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776–1810).

E 1825 e timezas e Berlin d'ar priñs izelvroat Friedrich von Oranje-Nassau (1797-1881).

Mamm e oa da Lovisa an Izelvroioù, rouanez Sveden.