Luger P04
| Luger P04 | |
|---|---|
Ur bistolenn Luger P04 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
| Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
| Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum |
| Produer | DWM |
| Bloavezh krouidigezh | 1904 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 1 kg |
| Hirder | 260 mm |
| Hirder ar c'hanol | 150 mm |
| Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Al Luger P04 zo ur bistolenn damaotomatek implijet gant ar Kaiserliche Marine (morlu impalaerel alaman) adalek 1905 hag e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Deveret eo eus al Luger 1900 ijinet gant Georg Luger. Ur c'hanol un tamm hiroc'h he deus (150 mm e-lec'h 120 mm) ha kambret eo e 9 mm Parabellum. He c'houch zo reoliek etre 100 ha 200 metr. Plaen eo divskouarn he c'hulasenn-c'hlin e-keñver reoù al Luger 1900[1].
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bistolenn gentañ kambret en ur c'halibr 9 mm o vezañ bet dibabet gant un arme eo ar P04. Ar morlu alaman a choazas anezhi evit kemer plas ar Reichsrevolver M1879. Kentpatromoù eus an arm, gant lammoù ouzhpenn, a voe pourveziet d'ar morlu e 1904 gant an DWM. Amprouet e voent e 1905 evit talañ ouzh un emsavadeg e Tanzania, a oa neuze un drevadenn alaman. Kavet e voe diaes implij an arm gant e lamm, met urzhiet e voe anezhañ gant ar morlu memestra, a resevas ar rummad kentañ etre 1906 ha 1911[2].
Un eil rummad pistolennoù, dezhoù kemmoù bihan war ar surded, a voe pourveziet etre 1912 ha 1914. War an trede rummad, savet adalek 1914, e voe tennet al loc'henn a-dreñv d'an dornikell evit simplaat produiñ ar bistolenn abalamour da zeroù ar brezel, ha tostaat anezhi ouzh stumm ar P08 implijet en arme-zouar. Ur stumm diwezhañ, tostoc'h c'hoazh ouzh ar P08, a voe produet e 1916 hag e 1917. Al lizherenn M (evit Marine), warni ur gurunenn, zo engravet war al Luger P04[2].
Pourveziet e oa an arm gant ur gouin, daou garger ouzhpenn, hag ul lamm, met homañ diwezhañ ne voe ket produet atav[2]. Implijet e voe ar P05 e-bourzh al listri, al listri-spluj, hag e aerlistri ar Marine-Fliegerabteilung evel ar Zeppelinoù[3].
Ne voe ket berzet ar P04 gant Feur-emglev Versailhez e 1919, met kalz a skouerennoù a voe treuzfurmet e P08. Etre 31.000[3] ha 52.000[2] Luger P04 zo bet produet, met ar braz anezhe zo bet kollet e-pad ar brezel pe kemmet. Pezhioù ral int[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) MALHERBE Michel, Les Pistolets Luger, Crépin-Leblond, 2010, 363 p., ISBN 9782703003410
- (en) GRANT Neil, The Luger, Osprey Publishing, 2018, 80 p., ISBN 9781472819734
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Luger 1904, Arme et Passion (lennet d'ar 05/12/2025)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (fr) ANDERSON Thomas, 16 - Le Luger P04 de la Marine Impériale Allemande, LAI Publications, 10/12/2022 (lennet d'ar 05/12/2025)
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) Le Pistolet Allemand de Marine P04 : Un Mythe en 5 Lettres, Tir Sportif Chabris (lennet d'ar 05/12/2025)