Ludwig Loewe & Co.
Ludwig Loewe & Co. a oa un embregerezh mekanikoù hag armoù-tan diazezet e Berlin (Alamagn). Oberiant e voe dindan anvioù a bep seurt betek an Eil Brezel-bed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe e 1861 gant Ludwig Loewe (1837-1886) evit sevel mekanikoù a bep seurt. Kregiñ a reas an embregerezh d'ober mekanikoù da wriat e 1869, ha fuzuilhoù evit an arme alaman adalek 1872. E 1886 e varvas Ludwig Loewe ; e vreur Isidor a gemeras penn an embregerezh. Rann an armoù-tan a voe kendeuzet e 1896 gant an embregerezhioù Mauser-Werke (armoù) ha Deutsch Metallpatronenfabrik AG (munisionoù) evit sevel an Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken[1].
Yuzevien e oa ar familh Loewe. E 1892, Hermann Ahlwardt, ezel eus ar Reichstag hag enepyuzev, a damallas d'an embregerezh bezañ pourveziet fuzuilhoù Gewehr 88 siek d'an arme abalamour d'un « irienn gall-yuzev ». Barnet e voe Ahlwardt evit ar c'homzoù faos-mañ. Kondaonet e voe da bemp miz toull-bac'h, met gwarezet e voe gant an divec'h parlamantel.
Adalek 1903 e voe skoulmet draempredoù etre an embregerezh hag ar strollad AEG. E 1938, Erich hag Egon Loewe, mibien-vihan Ludwig Loewe, a voe rediet gant an Nazied - evel yuzevien all en embregerezh - da guitaat o fostoù renerezh, ha da vont en harlu. Kendeuziñ a reas an embregerezh e AEG tamm-ha-tamm betek 1942/1943, pa 'z eas e anv da get da vat[1].
Armoù produet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al Ludwig Loewe & Co. en deus produet armoù evit arme Alamagn koulz hag evit broioù all.
- revolverioù Smith & Wesson Model 3[2] ;
- fuzuilhoù Mauser M1871 ;
- fuzuilhoù Gewehr 88 ha Gewehr 98 ;
- fuzuilhoù Mauser M1893 hag he adstummoù ;
- pistolennoù Borchardt C93[3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Heidi Zogbaum, Ludwig Loewe, the Forgotten Pioneer Industrialist of Imperial Berlin, Peter Lang, 2023, 192 p., ISBN 9783631904886
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) LUDWIG LOEWE & Co., Fiddlebase (lennet d'ar 24/01/2026)
- ↑ (fr) Revolver Loewe type S&W num3 canon Miroir cal. 44 Russian, Wild West gun store (lennet d'ar 24/01/2026)
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 166