Lucrezia d'Este (1535-1598)

Eus Wikipedia
Lucrezia d'Este (1535-1598)
He mamm, Renée Bro-C'hall, gant Jean Clouet

Lucrezia d'Este (15351598), ganet e Ferrara, a oa trede bugel Renata di Francia hag Ercole II d'Este. Merc'h-vihan da Anna Breizh e oa eta. C'hoar e oa da Alfonso II d'Este, a renas war-lerc'h o zad.
Da Lucrezia d'Este ha d'he c'hoar Leonora e voe dediet ar varzhoneg O figlie di Renata gant ar barzh Torquato Tasso.

Krouiñ a reas al laz-kanañ Concerto delle donne.

Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa da Antonio Alberico II Malaspina . Div verc'h o doe :

E 1570 e timezas Lucrezia da Francesco Maria II della Rovere (15491631), Dug Urbino, pevarzek vloaz yaouankoc'h egeti : 21 bloaz e oa-eñ, ha hi 35 bloaz. Bugel ebet n'o doe.

Adalek 1579 e tispartias diouzh he fried da vont da vevañ da Ferrara, e lez he breur Alfonso II d'Este, un tamm goude dezhañ dimeziñ da Margherita Gonzaga.
Ur serc'heg he doa, met lazhet e voe gant klezeourien he breur.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas da 63 bloaz. Neuze e c'hallas he fried addimeziñ.

Eurediñ a reas gant Livia della Rovere, a oa 36 vloaz yaouankoc'h egetañ, evit klask kaout ur pennhêr.