Luce Loyant
Luce Loyant, pe seurez Claire Joseph, ganet d'ar 4 a viz Kerzu 1924[1] hag aet da Anaon d'an 29 a viz Here 2024[2], a oa ur stourmerez vreton.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Job Loyant, stourmer breton ha kenlabourer bras Camille Le Mercier d'Erm, hag en doa sikouret da grouiñ Strollad Broadelour Breiz e 1911. Tremenet he doa Luce Loyant he yaouankiz e Bro-Naoned. Gant he c'hoar Madeleine e oant bet o werzhañ Ololê[3]. He buhez-pad e oa bet o stourm, en ur vezañ ezel eus strolladoù niverus an Emsav. Bet e oa bet war listenn an UDB e Lannarstêr e 2014, « Amzer dazont Lannarstêr e Breizh, l'Avenir de Lanester en Bretagne [4].
Ne oa ket-hi brezhonegerez a-vihanik, memes ma komprene ar yezh dre forzh kaout kement a stourmerien o tremen e ti he zud. Erruet war an oad e oa bet o teskiñ brezhoneg.
Afer ar chekenn e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tammig brud a oa bet tapet ganti e 2014 pa oa bet nac'het ur chekenn e brezhoneg gant GDF-Suez, padal e oa ar boaz ganti d'en ober hep kudenn ebet betek-neuze[5].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Enklask Finote Péresse ha Luce Loyant (1995) war muntr an abad Emmanuel Rallier, evit ar gelaouenn « Gwenn ha Du » , niverenn 112 (1996).