Lu indian breizhveuriat
| Deiziad krouiñ | 1 Ebrel 1895 |
|---|---|
| Bro | Raj breizhveuriat |
| Lec'h | Raj breizhveuriat |
| Bet erlec'hiet gant | tirlu Inida, Pakistan Army |
| Erlec'hiañ a ra | Presidency armies |
| Deiziad divodañ | 15 Eost 1947 |
Al Lu indian e-kerzh ren Breizh-Veur, anvet ivez Lu indian breizhveuriat (saozneg: British Indian Army),[1] e oa nerzh milourel diazez India betek an dieubidigezh e 1947[2]. Savet e voe e 1895 dre gendeuziñ tri arme eus Indez Breizh-Veur[3] a oa karget da zifenn ar Raj breizhveuriat hag ar Stadoù priñsel, hag a c'helle kaout ul lu ivez. Evel embannet en The Imperial Gazetteer of India, "Gouarnamant Briezh-Veur en deus kemeret e karg gwarez tiriadoù ar briñsed orin diouzh un aloubadeg ha betek un emsav lec'hel: aozet eo al lu n'eo ket evit difenn India Breizhveuriat, met evit gwareziñ perc'hennoù aotrouniezh ar Roue-Impalaer." An arme indian a zo bet ul lodenn hollbouezus eus nerzhioù armet Impalaeriezh Breizh-Veur, dreist-holl e-kerzh ar C'hentañ hag an Eil Brezel-bed.