Lu Norzh Vietnam

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Banniel Lu Norzh Vietnam gant ar ger-stur "Quyết thắng" (Mennet da drec'hiñ)

Lu Norzh Vietnam pe Lu pobl Vietnam pe "Arme Pobl Vietnam" anavezet ivez dindan an anv People's Army of Vietnam (PAVN) e vietnameg "Quân Đội Nhân Dân Việt Nam". Lu republik sokialour an Norzh Vietnam e oa adal an 20 a viz Kerzu 1944 betek fin brezel Vietnam ha distruj Republik Su Vietnam er bloavezh 1975.

Lu Pobl Vietnam a oa savet gant: Troadegiezh, Morlu, Aerlu, Strollad Difenn an harzoù, ha Strollad Difenn an arvor. A-wir n'eus ket bet biken, memes mod hiziv an deiz, a zisparti e lu pobl Vietnam. An holl strolladoù brezeliñ, a zo dindan urzhioù Ministr ar brezel ha kreizenn soudardel lu pobl Vietnam.

Vo Nguyen Giap, e-tal nerzhioù Viet-minh o tont da vezañ Lu Norzh Vietnam e 1944

Banniel Lu Norzh Vietnam a oa hini Republik Sokialour Vietnam gant ar gerioù "Quyết thắng" (Mennet da drec'hiñ) ouzhpennet en liv melen.

Krouidigezh Lu Norzh Vietnam[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Kerzu 1944 e oa bet krouet Lu Pobl Vietnam. Padet ez eo betek fin kentañ brezel Indez-Sina (1946-1954). Goude Skrid-emglev Geneva er bloavezh 1954, Bro C'hall hag ar Viet Minh a baouez gant ar stourm. Ar Vietnam a zo rannet a daou du: an Norzh Vietnam Komunour hag ar Su Vietnam broadelour.

Adal amañ e vez kaoz d'al Lu Norzh Vietnam hag a chom dindan an anv Lu Pobl Vietnam. Just war-lerc'h Feur-emglevioù Geneva e vez savet an 330 ha 338th Divizionoù gant Viet Minh o devoa repuet d'eus su ar vro etrezek Republik an Norzh Vietnam. Er bloavezh 1955 ez eus bet savet 6 a divizionoù ouzhpenn en norzh ar re 328, 332, ha 350. Ar re 305 ha 324 a zo savet tal-kichen harzoù Republik Su Vietnam hag an hini 335 e-kostez bro Laos.

Nerzhioù Lu Norzh Vietnam prest d'ar stourm