Lu Kartada
| Lu Kartada | |||
|---|---|---|---|
Engravadur gant Cornelis Cort (1567) | |||
| Riez | Kartada | ||
| Doare | Morlu Tirlu | ||
| Oberiant | 814-146 kt JK | ||
| Kefridi | Difenn kêr hag he ziriadoù | ||
| Koskor | 30 000-40 000 soudard 50 000 e Zama | ||
| Sez | Mogerioù-tro Kartada | ||
| Gourc'hemennerezh | |||
| Pennkadourien | Hamilcar Mago, Hannibal Mago, Xanthippos Sparta, Hamilcar Barca, Hannibal Barca, Hasdrubal Barca, Hasdrubal ar Boetarc'h, Hannon II | ||
| Brezelioù | |||
| |||
Lu Kartada (puneg : 𐤓𐤌 𐤐𐤕 𐤒𐤓𐤕𐤂𐤍) a oa unan eus galloudusañ nerzhioù milourel an Henamzer. Nerzh diazez Kartada e oa ar morlu, met gant emled ar galloud kartadat o vont war-zu Norzhafrika ha su al Ledenez iberek etre ar VIvet kantved kt JK hag an IIIe kantved goude JK, tirluioù Kartada eo o devoa roet an tu dezhi d'en em ledañ war Sardigna hag an Inizi Balearez. Gant al ledañ-se e oa bet troet al lu, aet eus bagadoù soudarded keodedourien da nerzhioù liesvroadel savet gant ur c'hemmesk kevredidi, anezho keodedourien ha goprsoudarded.
Nerzhioù lu Kartada a oa un nerzh stourm etre armoù, hag a oa savet gant un nerzh troadegiezh ponner ha troadegiezh skañv, gant ardivinkoù-seziz, gwastadourien, marc'hegiezh skañv ha ponner, gant olifanted-brezel ha kirri-brezel. Penn uhelañ al lu a oa bet da gentañ trevourien (sofeted) betek an trede kantved kent JK. Goude-se, e oa bet lakaet jeneraled a vicher e penn an nerzhioù lu gant Sened Kartada.
Nerzhioù milourel Kartada a oa bet o stourm a-enep an Henc'hresianed evit bezañ mistri war enez Sikilia e-kerzh Brezelioù Sikilia. Dre ar stourmoù-se e oa bet levezonet dafar kement ha strategiezhoù Kartada ; evel-se e oant krog da implijout doareoù stourm an Hoplited a stourme aozet e falanksoù. Trec'h e oa bet Kartada war ar C'hresianed e Sikilia, met nebeut amzer goude-se e oa bet rediet da dalañ ouzh un enebour nevez ha galloudus : lu ar Republik Roman.
Kartada a oa bet o stourm garv a-enep Henroma en un heuliad brezelioù anvet Brezelioù punek, an Trede brezel punek o tisoc'hañ war distruj kêr Kartada e 146 kent J.K., met d'ar mare-se ne oa mui nerzhioù milourel Kartada nemet ur skeud eus ar pezh e oant bet. Meur a wech e oa bet darbet da Gartada bezañ trec'h e-kerzh ar brezelioù punek ; brudet eo chomet trec'hioù ar jeneral Hamilcar Barca hag e vab Hannibal e-kerzh ar C'hentañ hag an eil brezelioù punek. Hannibal Barca dreist-holl a vez lakaet hiziv-an-deiz c'hoazh da unan eus gwellañ penngadourien an Istor[1].
Sell ledan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pep anatañ a-fet nerzhioù lu Kartada eo penaos e oant savet. Pa geñverier gant ar Stadoù all e bed kreizdouarel en amzer-se, an tirlu a oa savet gant unvezioù goprsoudarded estren nemetken, tra ma oa savet ar morlu gant keodedourien. Ne oa ket eus nerzhioù troadegiezh keodedourien gant Kartada, dre-se e oa ret implijout unvezioù eus an estrenvro, dreist-holl kadourien eus Libia, Numidia, Iberia, koulz ha Galianed ha Gresianed. Orinoù fenikiaan a roe d'ar morlu ur skiant-prenet don eus ar brezel war vor. Ouzhpenn-se, tra ma oa ar morlu un nerzh pad, an tirlu ne veze savet nemet pa oa ur c'hampagn-brezel da vezañ sevenet ha diouzhtu goude e veze disoudardet an izili. N'eus nemet pa oa dañjer war gêr Kartada e veze enrollet keodediz en tirlu.[2]
-
Un adsevel eus unvezioù milourel Kartada, e 2012
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Lanning, Michael Lee, The Military 100: A Ranking of the Most Influential Leaders of All Time. Toronto : Citadel Press, 2000 {(ISBN 978-0-7607-1279-5).
- ↑ (en) Goldsworthy, Adrian. The Fall of Carthage: The Punic Wars 265-146 BC.London : Cassell, 2007, p. 32 (ISBN 978-0-304-36642-2)
