Luísa de Bragança

Eus Wikipedia

Luísa de Bragança (1679-1732) a oa ur verc'h vastard da Pedro II Portugal, roue Portugal gant Maria da Cruz Mascarenhas. Savet e voe gant tiegezh ar sekretour-stad Francisco Correia de Lacerda, ha goude-se e Kouent Carnide gant he moereb Maria de Bragança, bastardez d'ar roue João IV.

Dimeziñ a reas Luísa da Luís ha goude da Jaime de Melo, eil ha tred duged Cadaval. Mervel a eure en Évora, en Alentejo, ma'z eo bet beziet.