Mont d’an endalc’had

Louzoù Provañs

Eus Wikipedia
Louzoù Provañs
Iskevrennad eusspice mix Kemmañ
Anv er yezh orinèrbas de Provença, herbes de Provence Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ

Louzoù Provañs (èrbas de Provença e provañseg, distaget [ˈɛr.bəs də pʁuˈveⁿsɔ]) zo ur meskaj louzoù frondus hengounel eus keginerezh Provañs, fresk pe sec'het. Enno ez eus alies santurig, marjol-liorzh, roumarin, tin, marjol-ki hag all. Implijet e vez evit temzañ ar boued grilhet, ar c'heusteurennoù, ar soubennoù.

Aozennoù all zo : tin-lann, bazilik, serfilh, stragon, livech, saoj, lore-kegin ha fanouilh.

Lod euz al louzoù-se a gaver er boked louzoù.

E-pad pell e veze kutuilhet al louzeier-se en natur. Er bloavezhioù 1960 e krogas un embregerezh da werzhañ ur meskaj louzeier sec'h dindan an anv kenwerzhel « herbes de Provence » hag a reas berzh bras[1],[2]. Anv ar meskaj-se n'eo ket gwarezet eta.

Gounezet e vez al louzoù-se el liorzhoù legumaj, pe e podoù, met ivez gant an industriezh gounezvouedel.

Kestad louzoù Provañs (tin, roumarin, bazilik, perisilh).

Nemet 10 % eus al louzoù Provañs sec'h gwerzhet e Frañs a vez gounezet e Frañs[3]. 95 % eus ar meskajoù anvet « Herbes de Provence » a zeu hiziv eus broioù Europa kreiz hag ar reter (Polonia hag Albania da gentañ), eus Maghreb, pe eus Sina. Degaset e vezont gant kevredadoù eus Marselha evit pourveziñ o labouradegoù arbarañ, evel Ducros, Gyma pe Amora Maille.

Ar produadur rannvroel a vez implijet gant an industriezh-se ivez evit ober louzoù sec'h pe skornet. N'eus ket sifroù evit al louzoù fresk, met kavet e vezont stank war marc'hadoù Provañs.

Ul label ruz zo bet krouet gant Ensavadur broadel an orin hag ar c'halite (INAO), gant ur rekipe a 27% a roumarin, 27 % a varjol-ki, 27% a santurig ha 19% a din[4].