Mont d’an endalc’had

Louisa Moritz

Eus Wikipedia
Louisa Moritz
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Kuba Kemmañ
Anv ganedigezhLuisa Cira Castro Netto Kemmañ
Anv-bihanLouisa Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Gwengolo 1936 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLa Habana Kemmañ
Deiziad ar marv4 Genver 2019 Kemmañ
Lec'h ar marvLos Angeles Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkleñved Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micheraktour, aktour skinwel, alvokad, aktour(ez) sinema Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Yale, Woodbury University Kemmañ
Deroù ar prantad labour1966 Kemmañ
Liv ar blevblev melen Kemmañ

Ciro Netto Castro, brudetoc'h dre he lesanv Louisa Moritz, ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1936 hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Genver 2019, a oa un aktourez hag un alvokadez kuban-stadunanat. Ur wech erruet e New York o tont eus Kuba, he devoe tapet ur vestroni war ar Gwir. Goude-se e oa deut da vezañ aktourez. Brudet eo bet dre he rolloù evel en One Flew Over the Cuckoo’s Nest gant Jack Nicholson, Myra en Death Race 2000 ha dre ar stirad skinwel Love, American Style.

Marvet eo goude ur gouezhadenn, oadet e oa a 82 vloaz.

E miz Du 2014 e oa bet Louisa Moritz unan eus ar maouezed kentañ oc'h embann e oa Bill Cosby un torfedour reizhel. Embannet he devoa e oa bet arsailhet gantañ er green room eus an abadenn The Tonight Show e 1971. Cosby en devoa embannet e oa ul liverez gevier. Douget he devoa klemm evit tagadenn war he brud, hec'h alvokad a gendalc'h gant ar c'hlemm goude he marv.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]