Louis Turmel

Eus Wikipedia

Louis Turmel, ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1866 e Tremargad, ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1919 e toull-bac'h Fresnes e Bro-C'hall a oa un alvokad ha politikour breizhat, maer Lodaog ha kannad eus Aodoù-an-Hanternoz.

Treitour da Vro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar Brezel Bed Kentañ e seblante an Alamaned bezañ kelaouet eus pezh a c'hoarveze e bodadegoù kuzh ar Gannaded, ha klasket e voe gouzout penaos e ouient keid-all. E miz Gouhere 1917 e kavas un urcher eus ar Gambr, e kombod-dilhad Turmel, ur c'hombod a oa war hanter dezhañ ha d'ur c'hannad all, ur golo-lizher dizanv hag ennañ 25 000 lur suis. Aliezik ez ae Turmel da Suis da bourmen gant e wreg. E miz Gwengolo 1917 e voe brudet an afer, reuz bras a voe, seul vrasoc'h ma voe c'hwezhet war an tan gant enebourien bolitikel Turmel.

Harzet e voe an daou bried e miz Here 1917 abalamour d'e zarempredoù gant an Alamaned.

Mervel a reas er vac'h, e Fresnes, en 1919. Neuze e voe ehanet an enklask.