Louis Duchesne
An aotrou chaloni Louis Marie Oliver Duchesne ([dyʃɛn]), bet ganet e Sant-Servan d'an 13 a viz Gwengolo 1843 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Ebrel 1922 e Roma, a oa un den a Iliz, istorour, istorour an Iliz, arkeologour ha lizheregour. Beziet eo e Sant-Servan.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dud e oa Jacques Duchesne hag Anne Marie Gourlay. Kabiten ur vag-vorueta e morioù an Douar-Nevez e oa e dad. Marvet eo e 1849 pa'z was e vag, an Euphémie, d'ar strad.
Skoliataet e voe Louis e Skolaj ar Galon-Sakr e Sant-Maloù, e kloerdi bihan Sant-Meven hag e Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg. Mont a reas da studiañ an deologiezh d'ar Skolaj Roman (pe Skol-veur Gregorian) Roma. Beleget e voe e 1867.
Kelenn a reas e Skolaj Sant-Charlez eus 1867 da 1871. Kuitaat a reas ha mont a reas da Bariz evit studiañ en "École des Carmes" hag en "École Pratique des Hautes Études". Ezel "École archéologique française" Roma e voe eus 1873 da 1876. Degemeret e voe da zoktor war al lizhiri. Goude bezañ nac'het ur post er Skol-veur e kemeras kador istor an Iliz e Skol-uhel Katolik Pariz (Institut Catholique de Paris). Kuitaat a reas e 1883 rak sevel a rae burutelladennoù a-zivout e gelennadurezh. Kelenn a reas neuze istor ha lizheregouriezh en "École Pratique des Hautes Études". E 1895 e voe navet da rener "École archéologique française" Roma. Mirout a reas ar garg-se e-pad 27 vloaz, betek e varv.
Gwelet e veze evel perzhiad skourr "modernour" an Iliz gant ar Pab Pi X. Lakaet e voe teir levrenn gentañ e Histoire ancienne de l'Église war roll an oberoù berzet (index) e 1912. Tizhet e voe met sentiñ a reas ouzh diviz ar Pab. Ne voe embannet ar pevare levrenn nemet goude e varv.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doktor honoris causa Skol-veur Cambridge e 1896.
- Ezel eus meur a akademiezh en diavaez eus Frañs (Berlin, Göttingen, Torino, Roma).
- Ezel eus "Académie des Inscriptions et Belles Lettres" e 1888.
- Degemeret en "Académie française" (an Akademiezh C'hall) d'ar 26 a viz Mae 1910 (kador an aotrou cardinal Mathieu).
- Komandour Lejion a enor Frañs e 1903 (marc'heg e 1895, ofisour e 1900).
Roet eo bet e anv d'ur ru e Roazhon ha d'ur blasenn e Sant-Servan (kumun Sant-Maloù bremañ). Traoù a gaver diwar e benn e mirdi Sant-Maloù.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mémoire sur une mission au Mont Athos, gant Charles Bayet, 1870.
- Le Liber pontificales, embanndurioù Ernest Thorin, Librairie des écoles françaises de Rome et d'Athènes, Pariz.
- Étude sur le Liber Pontificalis, embannadurioù Ernest Thorin, Librairie des écoles françaises de Rome et d'Athènes, Pariz.
- Origine du culte chrétien, embannadurioù Ernest Thorin, Librairie des écoles françaises de Rome et d'Athènes, Pariz.
- Les anciens catalogues épiscopaux de la province de Tours, embannadurioù Ernest Thorin, Librairie des écoles françaises de Rome et d'Athènes, Pariz, 1890.
- "La légende de Ste Marie Madeleine", ur pennad e Les Annales du Midi, levenn 5, 1893.
- Les Premiers Temps de l'État pontifical (754-1073), Albert Fontemoing embanner, 1898.
- "Saint Jacques en Galice", ur pennad e Les Annales du Midi, 1900.
- Prezegenn bet distaget e-kerzh al lid-kañv aozet en iliz Campo Santo dei Tedeschi evit ene F. X. Kraus, 1902.
- Origines du culte chrétien : étude sur la liturgie latine avant Charlemagne, 1889, 1903
- Mémoire sur l'origine des diocèses épiscopaux dans l'ancienne Gaule, 1890
- Histoire ancienne de l'Église, 3 vol., 1907-1910
- Fastes épiscopaux de l'ancienne Gaule, 2 levrenn, 1907-1910. Kavout a reer an destenn en linenn.
- Discours de réception à l'académie Française, suivi de la réponse de Étienne Lamy, Fontemoing embanner, Pariz, 1911.
- L’Église au Vie siècle, Boccard, 1925
- Scripta minora : études de topographie romaine et de géographie ecclésiastique, embannadur adskouerioù skridoù bet embannet e meur a gelaouenn etre 1886 ha 1923, 1973
- Correspondance avec madame Bulteau (1902-1922), Collection de l'École Française de Rome no 427, École française de Rome, Roma, Gouere 2010.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mille Bretons Dictionnaire biographique gant Jean-Loup Avril, embannet gant Les Portes du Large, 2002 (ISBN 2-914612-07-9).
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |