Mont d’an endalc’had

Louis Colin de La Biochaye

Eus Wikipedia
Louis Colin de La Biochaye
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanChristian, Louis, Marie Kemmañ
Anv-familhColin Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Gen 1750 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKastell-Briant Kemmañ
Deiziad badeziant10 Kzu 1750 Kemmañ
Deiziad ar marv13 Kzu 1813 Kemmañ
Lec'h ar marvRoazhon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherofiser, magistrate, livour Kemmañ
Kargcurator, chairperson Kemmañ
Bet war ar studi eSchool of Applied Artillery Kemmañ
Deroù ar prantad labour1778 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1807 Kemmañ
Unvez milourelQ3455123 Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Research Library Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMirdi an arzoù-kaer Roazhon, Louvre Kemmañ
Tachenngenre painting, Divuhez, landscape painting, history painting, floral painting Kemmañ
Levezonet gantAnne Vallayer-Coster, Henri-Horace Roland Delaporte Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://art.rmngp.fr/fr/library/artworks?authors=de%20la%20Biochaye%20Christian-Marie%20Colin Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Christian-Louis-Marie Colin de La Biochaye, pe Collin de La Biochais, ganet d'an 21 a viz Genver 1750 e Kastellbriant ha marvet d'an 13 a viz Kerzu 1813 e Roazhon, a oa ul livour breizhat.

Christian-Louis-Marie Colin de La Biochaye a oa mab da François Colin de La Biochaye, prezidant ar reketoù e Breujoù Breizh, ha da Louise Moricette Saget de la Jonchère[1].

Mont a reas e-barzh Skol an artilherezh Bapaume e 1769[2].

Dimezhiñ a reas ouzh Pauline Charlotte Martin de Boistaillé e 1778.

Kuzulier e voe e Breujoù Breizh, ha prezidant ar reketoù war-lerc'h e dad adalek an 8 a viz Ebrel 1778[3],[4],[5]. Gwerzhañ a reas ar garg-se e miz Genver 1785 a-benn en em ouestlañ d'e voemenn : al livouriezh. Dont a reas da vezañ arbennik war an divuhez hag al livadurioù doareoù[2].

E-pad an Dispac'h gall e savas renabl an oberennoù seziset diouzh ar gloer hag an Divroidi e Roazhon, diazez dastumad ar mirdi da zont, asambles gant Jean-Baptiste Pasté, livour livadurigoù[2]. Met adalek 1796 ne gendalc'has ket e labour er melestradurezh, ha Pasté a zeuas da vezañ mirour kentañ Mirdi an Arzoù-kaer Roazhon.

E daolennoù, bihan atav, pizh ha deskrivus, a zo dezverkus awalac'h, dre o danvez kenkoulz hag o stil, da arz dibenn an XVIIIvet kantved.

Mervel a reas e Roazhon d'an oad a 63 bloaz[6].

Oberennoù en dastumadoù publik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Dielloù Kastellbriant - Saint-Jean-de-Béré, rejistr ar bloaz 1750 (vue 26/32).
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Christian-Louis-Marie Colin de La Biochaye (Châteaubriant, 1750 – Rennes, 1813) - 7. La Leçon de dessin, 1804e 1600-1900 - Tableaux, sculptures, dessins (katalog diskouezadeg), Galerie Terrades, Pariz, miz Here 2018, p.20-21, lenn enlinenn(pdf).
  3. Notes sur les familles Collas de La Barre ou de La Baronnais.
  4. Annuaire de la noblesse de France et des maisons souveraines de l'Europe gant M. Borel d'Hauterive, 1913, Pariz, Bureau de la Publication, 69 (71e année), p.417.
  5. Mutations - Sceau du 27 janvier 1785 e Journal de Paris, 1, Pariz, Impr. du Journal de Paris, 29 a viz Genver 1785, nv29, p.123.
  6. Dielloù Roazhon, akta a varv ar bloaz 1813 (vue 173/194).
  7. « La Mauvaise nouvelle - Christian-Louis-Marie Colin de La Biochaye [dielloù] », notice no 00000094600, sur la plateforme ouverte du patrimoine, diaz Joconde, ministrerezh gall ar Sevenadur.
  8. La Mauvaise nouvelle - Christian-Louis-Marie Colin de La Biochaye e Réunion des musées nationaux et du Grand Palais des Champs-Élysées.
  9. « La tireuse de cartes - Christian-Louis-Marie Colin de La Biochaye [dielloù] », notice no 00000106505, sur la plateforme ouverte du patrimoine, diaz Joconde, ministrerezh gall ar Sevenadur.
  10. La tireuse de cartes - Christian-Louis-Marie Colin de La Biochaye e Réunion des musées nationaux et du Grand Palais des Champs-Élysées.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]