Louis-Marie Turreau
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Louis Marie Turreau |
Anv-bihan | Louis |
Anv-familh | Turreau |
Titl noblañs | baron |
Deiziad ganedigezh | 4 Gou 1756 |
Lec'h ganedigezh | Évreux |
Deiziad ar marv | 10 Kzu 1816 |
Lec'h ar marv | Conches-en-Ouche |
Kar | Louis Turreau |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | diplomat, milour |
Karg | ambassador of France to the United States |
Grad milourel | jeneral divizion |
Commander of (DEPRECATED) | Army of the Eastern Pyrenees |
Brezel | Brezelioù an Dispac'h Gall, Brezel Vendée |
Prizioù resevet | names inscribed under the Arc de Triomphe, Grand Officer of the Legion of Honour |
Louis-Marie Turreau de Lignières, lesanvet Turreau de Garambouville (Évreux, 4 Gouere 1756 - Conche-en-Ouche, 10 Kerzu 1816) a oa ur jeneral gall. Brudet eo e droioù e-pad brezel Vendée.
E dad a oa prokulor an dour hag ar c'hoadoù e kontelezh Évreux, a-raok bezañ maer Évreux. A renk uhel e oa ar familh, petra bennak ma ne oa ket eus an noblañs. Daoust da se ez eas Louis-Marie Turreau, deuet da vezañ republikan, a-du gant an Dispac'h gall adal 1789, ha klask a reas sachañ gounit eus ar renad nevez, evel kalz bourc'hizien en amzer-se.
Anvet e voe da vaer Aviron (Eure, ha prenañ a reas madoù an iliz, evel abati Conches. Mont a reas er Garde nationale e Conches, ha kemer ar penn anezhañ e miz Gouhere 1792. E miz Gwengolo e voe anvet da letanant-koronal e trede batalhon an Eure a voe kaset d'en em gannañ war harzoù hanternoz Bro-C'hall. E miz Du e voe anvet da goronal, ha kaset da arme ar Moselle.
E miz Mezheven 1793 e voe kaset da arme an aodoù e La Rochelle, met kuitaat a reas ar servij-se na blije ket dezhañ. En ul lizher d'ur mignon e skrivas ne felle ket dezhañ ober brezel e Poatev ; koulskoude e reas daou viz brezel e Vendée.
E penn ar bagadoù lesanvet colonnes infernales e oa ; ar re-se a oa bet savet da zegas ar peoc'h war ar maez goude trec'het an "Arme katolik". Lazhadegoù a rejont, meur a zek mil a-hervez, ma adkrogas ar brezel.
Neuze e voe galvet da Bariz, harzet, met lezet da vont.
Goude e voe kaset da gannad d'ar Stadoù-Unanet, hag anvet da varon en amzer Napoleon Iañ.