Louis-Charles-César Maupassant

Eus Wikipedia

Louis-Charles-César Maupassant a oa ur politiker gall.

Mab e oa da Aignan Maupassant, marc'hadour e Saumur, ha da Marie Françoise Baudoin. Ur c'hoar dezhañ a zimezas da Maurice Bizard hag unan all da Jean-Étienne de Cigongne.

Dimeziñ a reas-eñ da verc'h Jean-Baptiste Potier de La Savarière, senechal Nort ha Casson. Tad-kozh e oa da Léon Nau de Maupassant, perc'henn kastell Clermont e Keller, hiriv e kanton Enorzh.