Mont d’an endalc’had

Louc'h karbon

Eus Wikipedia
Skignadennoù dioksidenn garbon dre annezad ha dre vro e 2017, priziet diwar ar gounezerezh (skarzhadennoù lec'hel ha skarzhadennoù abalamour d'an enporzhiadurioù, nebeutoc'h a skarzhadennoù abalamour d'an ezporzhiadurioù).[1]

Louc'h karbon[2] pe roud karbon un obererezh gant mab-den zo ur vuzuliadenn eus dilaoskadurioù gazoù efed ti-gwer a orin antropek, da lavaret eo ar re a zo bet graet gant mab-den. E-keñver ar CO2, al louc'h karbon a zo diouzh an energiezh implijet. Da skouer, evit ar bloavezh 2022, e oa bet priziet roud karbon keitat ur Gall da war-dro 9,2 tonennad CO2 dre zen (en o zouez ar gazoù efed ti-gwer degaset gant produiñ ha beveziñ madoù ha servijoù enporzhiet : tro-dro 51 %).

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez e c'heller jediñ al louc'h karbon war al lec'hienn Nosgestesclimat ((fr))