Mont d’an endalc’had

Louane

Eus Wikipedia
Louane e Vienne e 2016

Anne Peichert, lesanvet Louane pe raloc'h Louane Emera, zo ur ganerez, sonerez hag aktourez c'hall ganet d'ar 26 a viz Du 1996 en Hénin-Beaumont (Pas-De-Calais, Bro-C'hall).

E 2013 e voe anavezet en abadenn skinwel The Voice : La plus belle voix. Goude-se e teuas da vezañ brudetoc'h e 2014 gant he roll kentañ er film La Famille Bélier. A-drugarez dezhañ e oa bet roet César ar gwellañ spi evit ar merc'hed e 2015.

E albom kentañ, Chambre 12, a zeuas er-maez e 2015. An albom gwerzhet ar muiañ eus ar bloavezh e Frañs e voe, ha gounit a reas an arzourez Priz an albom diskoachañ ar bloaz er Victoires de la Musique e 2016. Goude-se ez embannas pevar albom all : Louane e 2017, Joie de vivre e 2020, Sentiments e 2022 ha Solo e 2024.

Kemeret he deus perzh e kenstrivadeg an Eurovision e 2025 en ur ganañ Maman, ur ganaouenn skrivet ganti. Er seizhvet plas eo erruet. Garedonet eo bet he c'hanaouennoù hag he ferzhioù arzel gant daou briz roet er-maez eus ar genstrivadeg.

Ganet e oa Anne Peichert d'ar 26 a viz Du 1996 e Hénin-Beaumont[1] e Pas-de-Calais[2], ha kresket e oa eno . Peder c'hoar hag ur breur he deus[3][4]. Emzivadez eo abaoe he 17 vloaz[1].

An holl vugale er familh a oa kurusted, hag Anne he doa bet un deskadurezh katolik betek o c'homunion. He zud zo loreidi en asurañs etrebroadel[1]. He zad a oa a orin alaman ha poloniat, hag e vamm a oa eus Portugal ha Brazil. Diagnostiket e voe gouroberiant adalek an oad a 8 vloaz[5], ha displegañ a ra Louane e oa bet kastizet alies gant he zad pa oa bugel pa oa o stourm. «Reizhet 'neus ac'hanon. Eñ a oa er memes tro taer-tre ha leun a garantez[6][7]».

Kemer he doa perzh e 2009, en oad a 12 vloaz, e eil koulzad an abadenn L'École des stars skignet war Direct 8, e-lec'h ma kanas teir c'hanaouenn[8].

E miz C'hwevrer 2013, ha-hi 16 vloaz, kemer a reas perzh en abadenn The Voice : La plus belle voix, hag e varvas he zad Jean-Pierre Peichert gant ur c'hrign-bev just a-raok ma vije skignet[9]. E miz Ebrel 2014 e oa 17 vloaz pa varvas he mamm Isabel Peichert (ganet Pinto Dos Santos) d'an oad a 50 vloaz abalamour d'ur c'hrign-bev ivez[1].

Louane o kanañ en Eurovision 2025

Savet he doa he albom kentañ, Chambre 12 , a oa deuet er-maez d’an 2 a viz Meurzh 2015. Kenskrivet ha sevenet eo ar c'hanaouennoù gant Patxi Garat, emstriver bet evit an abadenn Star Academy 3 ha Dan Black eus ar strollad saoz The Servant.

D'an 20 a viz Mae 2016 e oa bet testeniekaet an albom gant div bladenn diamant (1 000 000 a skouerennoù gwerzhet[10]).

E miz Mezheven 2017 e oa deuet Louane er-maez ur single On était beaux, tennet eus hec’h eil albom studio Louane. D'an 10 a viz Du e oa bet embannet an albom.

En albom-se e kenlabour gant meur a arzour evel Vianney, Julien Doré pe Loïc Nottet. D''an 23 a viz C'hwevrer 2018 he doa embannet he zrede single, Immobile, tennet eus e eil albom, a-raok kregiñ gant un eil troiad ar Zéniths.     

Embannet e voe an albom Joie de vivre en diskar-amzer 2020 ha gantañ e vo meur a stil sonerezh : latin, trap, hip-hop, ha sonioù a blij d'ar ganerez selaou[11]. Golo an albom zo bet savet gant al luc'hskeudenner saoz Martin Parr. Luc’hskeudennet eo ar ganerez war draezhenn an Touked.

D'an deiz ma oa deuet er-maez he albom e tiskouezas he c'hlip titlet Peut-être. Adembannadur Joie de vivre (en couleur) a voe embannet e 2021.

E miz Here 2022 eo Louane distro gant un single Secret nevez gouestlet d'he merc'h tennet eus he albom nevez Sentiments, a oa deuet er-maez d'an 9 a viz Kerzu[12]. Er pevare albom-mañ 'zo piano ha mouezhioù dreist-holl. Ennañ ez eus pemp kanaouenn awenet gant e santimantoù dezhi ha pemp kanaouenn all awenet gant istorioù an dud a selaou kalz anezhi.

Deuet e oa er-maez albom nevez Louane d'ar 25 a viz Here[13]. 14 kanaouenn a ya d'ober an opus-mañ, anvet Solo . War ar gantennad-mañ he deus Louane kenlabouret gant Tristan Salvati (ur produer eus Pariz hag en deus labouret dija gant Angèle, Cœur de Pirate pe c'hoazh Julien Doré) ha gant Olivia Merilahti (The Dø), he deus produet an ton Souvenirs[13][14].

«Ar pempvet albom-mañ a ziskouez un tu dianav eus an arzourez m’en em ziskouez leuniañ e fromadennoù da vat hep aon da glask traoù nevez pe da vezañ en arvar » e c'haller lenn dre ur gemennadenn d'ar gazetennerien gant ti ar pladennoù.     

Louane e lid ar Cesar

Buhez Personel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Louane a zo e kouplad abaoe an hañv 2018 gant ar soner Florian Rossi. Ur verc'h o deus bet, anvet Esmée e dibenn miz Meurzh 2020[15]. E dibenn 2024 e kemennont o dimeziñ[16] hag e miz Mezheven 2025 e loreont anezho[17].

Engouestloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louane a zo bet gwallgaset pa oa krennardez, hag e-pad pell he deus gouzañvet boulimiezh, hiperfagiñ ha dismorfobiezh.
  1. 1 2 3 4 Léa Iribarnegaray, « Louane Emera : la voix du Nord », war liberation.fr, 19 a viz C'hwevrer 2015
  2. ↑ « Louane Emera : Biographie et actualités », war Gala
  3. ↑ « Louane fait de rares confidences sur ses parents décédés [archive] », war ladepeche.fr, 5 a viz Here 2020
  4. ↑ « Louane Emera, de The Voice à La famille Bélier [archive] », war europe1.fr, 16 a viz Kerzu 2014.
  5. ↑ Entrevue NRJ
  6. ↑ Louane : «J'étais une gamine hyperactive et turbulente» war 2Omin.ch
  7. ↑ Louane frappe fort
  8. ↑ Charles Decant, « Quand Louane chantait dans "L'école des stars" en 2009 war Direct 8 », war ozap.com, 25 a viz Meurzh 2015
  9. ↑ « Louane émouvante sur la maladie de ses défunts parents : “On souffre aussi, pas autant” », sur Gala, 31 a viz Here 2023
  10. ↑ « Louane est double disque de diamant ! », war cheriefm.fr, 20 a viz Mae 2016
  11. ↑ Julien GONCALVES, « Louane se confie sur son troisième album : "C'est un mélange de ce que j'aime" », 4 a viz Gouere 2020
  12. ↑ « alouette.fr/sentiments-le-prochain-album-de-Louane »
  13. 1 2 Robin Ecoeur, « Louane annonce son nouvel album « Solo » qui sortira le 25 octobre » war Europe 2, 16 a viz Here 2024
  14. ↑ « Louane dévoile la tracklist de son nouvel album "Solo" et sa date de sortie »war Chérie FM, 16 a viz Gwengolo 2024
  15. ↑ « Louane enceinte de son premier enfant ? », war radioscoop.com, 4 novembre 2019
  16. ↑ Prisma Média, « Louane fiancée à Florian Rossi : un indice sur la date de leur mariage dévoilé, et c'est pour bientôt ! - Voici», war Voici.fr, 16 a viz Mae 2025
  17. ↑ Morgane Guillou, « Louane et Florian Rossi ont célébré leurs fiançailles à Paris » war Le Point, 23 a viz Even 2025
  18. ↑ Pierre Lemarchand, « Louane prête sa voix au Père Noël vert [archive] », war Association Nationale, 30 a viz Du 2021