Lotar (roue Frankia ar C'hornôg)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lotar

Lotar (war-dro 941 Laon - 2 a viz Meurzh 986 Laon), a oa roue ar Franked, an anv a gemere rouaned Frankia ar c'hornôg, eus 954 betek 986. Lothaire de France a vez graet anezhañ e galleg: ne oa ket eus Bro-C'hall na Frañs en amzer-se.

Mab e oa da Loeiz IV Tramor, roue ar Franked, ha da c'h-Gerberga Saks. Kurunennet e voe d'an 12 a viz Du 954 en abati Reims gant an arc'heskob Artaud. Ne fellas ket dezhañ rannañ tra gant e vreur Karl, a voe roet dugelezh Lotringen Izel dezhañ e miz Mezheven 977 gant e genderv Otto II Germania.

Minorelezh[kemmañ]

E eontr Bruno, arc'heskop Köln ha breur an impalaer Otto Iañ, a voe tutor dezhañ goude marv Loeiz IV.

Ren[kemmañ]

Da vare ren Lotar e kreskas galloud Otto Iañ, roue Germania, a aloubas Italia ha reiñ talvoudegezh en-dro d'an titl a impalaer.

Enebiezh a savas etrez an div rouantelezh dre ma c'hoantae Lotar al Lorraine. Brezel a savas e 978 etre roue ar Franked hag Otto II. Lakaet e voe Aix-la-Chapelle en arigrap gant Lotar met ret e voe dezhañ tec'hel kuit ha distreiñ da Bariz evit bezañ dindan gwarez e genderv Huon Capet.

E 984 e voe breskaet galloud Germania dre ma oa marvet Otto II ha ne oa e hêr, Otto III, nemet 3 bloaz. Lotar a dennas splet eus se evit aloubiñ Verdun.

Gwragez ha bugale[kemmañ]

Digant ur serc'h a vije bet c'hoar d'ar c'hont Robert, maer ar palez gant e vreur Karl Lotaringia, en doe daou vastard:

  • Arnoul pe Arnould (a-raok 967 - † 1021), arc'heskob Reims
  • Richarzh († goude 991)

Dimeziñ a reas da Emma Italia (Emme) (948 † 988), merc'h da Lotar Arle, hag he dije kontammet anezhañ. Daou vab o doe:

  • Loeiz V roue ar Franked (967 - † 987)
  • Eudes, pe Otto, chaloni e Reims (970 - † 985)

Ne deuas ket a-benn da sevel emglevioù efedus a-enep e gevezerien .En aner e klaskas lakaat harz da c'halloud dug ar Franked, Hugues Veur, ha da hini e vab Huon Capet war e lerc'h.

E 985 e kasas un arme da gemer Verdun, Pa oa o vont da gas e arme a-enep kêrioù Liège ha Cambrai e varvas e kêr Laon d'an 2 a viz Meurzh 986. Beziete voe e Saint-Remi e Reims.



En e raok:
Loeiz IV
Rouaned ar Franked
France Ancient.svg
954986
War e lerc'h:
Loeiz V