Lord Edward FitzGerald

Lord Edward FitzGerald (15 a viz Here 1763 - 4 a viz Mezheven 1798) a oa ur broadelour iwerzhonat.
Pempvet mab James FitzGerald, 1añ dug Leinster, ha dugez Leinster, e oa. Ganet e oa e-kichen Dulenn, ha desket e oa bet en un doare prevez. Mont a reas d'an arme saoz e 1779, ha stourm a reas e Brezel Dizalc'hiezh Amerika betek 1782. Distreiñ a reas da Iwerzhon e 1783, met mont a reas en-dro en arme diwezhatoc'h ha servijout a reas e Kanada.
E vreur, an eil dug Leinster, en doa aozet evit ma vije dilennet da ezel eus ar Parlamant e anv Kontelezh Cill Dara. Entanet e oa gant an Dispac'h gall, ha mont a reas da Bariz e miz Here 1792, o chom eno gant Thomas Paine. Dimeziñ a reas gant ur plac'h anvet Pamela pa oa e Bro-C'hall. Mont a reas e-barzh Kevredigezh an Iwerzhoniz Unanet e 1796, ur gevredigezh hag a glaske d'ar mare-se krouiñ ur republik dizalc'h en Iwerzhon.
Dont a reas da vout unan eus pennoù ar Gevredigezh da vare Emsavadeg Iwerzhon 1798. Lakaet e oa bet deiziad kregiñ an emsavadeg d’an 23 a viz Mae, met d'an 18 a viz Mae e tisklêrias un den anvet Magan d'an aotrouniezhioù pelec'h e oa FitzGerald, hag a oa er gwele o c'houzañv ur c'hleñved-red. Gloazet e voe pa oa o klask tec'hout, ha mervel a reas diwar e c'houlioù e toull-bac'h Newgate, e Dulenn, d'ar 4 a viz Mezheven.