Mont d’an endalc’had

Lord

Eus Wikipedia
Norman Fowler, kadoriad Ti al Lorded d'ar mare-se, o komz d'e genseurted e 2021.

Lord zo un titl a enor saoznek hag a dalv kement hag "aotrou". Implijet e vez dreist-holl evit komz eus un ezel eus Ti al Lorded, kambr uhel Parlamant ar Rouantelezh-Unanet.

Un anv-tiegezh saoznek eo ivez.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ar ger eus ar hensaozneg hlāford pe hlāfeard, al lodenn gentañ anezhañ zo ur stumm kemmet eus hlāf, e brezhoneg "torzh", dre-se e talvez hlāfeard kement ha "diwaller an dorzh vara". An etimologiezh-se a denn d'ar prof boued, a oa ul lodenn eus an deveroù aristokratel e kevredigezhioù Europa gwechall. An aotrou, hervez ar skeudenn hengounel, eo pourvezer e sujidi, an donezoner dreist pep tra[1].

Hervez lezennoù kozh Bro-Skos e c'halle ur perc'henn douar implijout an titl "Laird" evit ar baotred hag an titl "Lady" evit ar merc'hed. "Lairded" Bro-Skos a oa ul lodenn eus an aristokratelezh vihan ha ganto e oa gwirioù feodel dindan ar Gurunenn gwechall. En urzhaz an noblañs e renker al "Laird" a-us d'ar floc'h ha just dindan ar baron. Evit ma c'hellfe un den implijout an titl "Laird" (pe Lord pe Lady), e rank ar oezh douar perc'hennet gantañ kaout an titl istorel "Laird" ; n'hall ket bezañ un tamm douar hepmuiken. N'eus nemet un niver bevennet a zomanioù e Bro-Skos a c'hell implijout titloù feodel.

Izili noblañs Tonga a vez ar meneg "lord" a-raok o zitl, dindan levezon ar patrom breizhveuriat.

Titloù Lord

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lorded brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El lennegezh hag er sinema

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Philippe Jouët, L’Aurore celtique dans la mythologie, l'épopée et les traditions, Yoran embanner, Fouesnant, 2007, p. 258 (ISBN 978-2-914855-33-4)