Lonoke (Arkansas)
Neuz

Lonoke eo kêr-benn kontelezh Lonoke, e reter Arkansas (Stadoù-Unanet Amerika). 4.287 annezad a oa e 2024.
Eberts Field, ur bonn implijet evit gourdoniñ levierien an USAAF etre 1917 ha 1945, a oa e gwalarn ar gêr. Ul labouradeg eus an embregerezh Remington a zo e Lonoke abaoe 1969 ; an holl vunisionoù graet gant an embregerezh a vez produet eno. 1.257 den a laboure enni e 2016[1].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) WHITE Phil, Remington Ammunition Plant Tour (Part 1), The Firearm Blog, 21/04/2016 (lennet d'ar 04/02/2026)