Mont d’an endalc’had

Long rifle

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant .22 Long Rifle.
Long rifle
Skeudenn ar pennad Springfield Model 1861

Ur Kentucky rifle savet gant John Spitzer war-dro 1810
Kinnig
Bro Trevadennoù Breizh-Veur e Norzhamerika
Trizek trevadenn
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Mousked rizennet e ganol
Mont en-dro Un-tenn, platinenn-gailhastr da gentañ, platinenn-skeiñ adalek kreiz an XIXvet kantved
Kalibr Eus .25 (6,35 mm) da .62 (15,75 mm)
Peurliesañ etre .40 (10,16 mm) ha .48 (12,19 mm)
Produerien Atalieroù armerezh artizanel e reter Norzhamerika
Mare produiñ Eus ar bloavezhioù 1700 betek dibenn an XIXvet kantved
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) Etre 3 ha 4,5 kg
Hirder Etre 1.370 mm ha 1.778 mm (54' - 70')
Hirder ar c'hanol Etre 812 mm ha 1.219 mm (32' - 48')
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 100 m
War-dro 180 m etre daouarn un tenner mat
Lusk tennañ teorikel Hervez an tenner, peurliesañ 2 denn/mn
Tizh o vont e-maez Etre 360 ha 490 m/s
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Al Long rifle, anavezet dindan an anvioù Kentucky rifle pe Pennsylvania Rifle ivez[1], a zo ur rummad fuzuilhoù-mousked produet e reter Norzhamerika adalek ar XVIIIvet kantved hag implijet eno betek dibenn an XIXvet kantved. Gwelet e vezont evel an armoù kentañ disheñvel diouzh reoù Europa produet war ar c'hevandir-se, abalamour da elfennoù evel o hirder hag o c'halibr. An armoù rizennet kentañ produet un niver bras anezhe e voent e istor Mab-den ivez.

E deroù an XVIIIvet kantved en em gavas e Pennsylvania enbroidi eus stadoù Alamagn a-vremañ. En em staliañ a rejont e kontelezhioù gorre ar stad dreist-holl, evel reoù Berkshire, York, Lancaster pe Chester. Evit ar chase e krogjont da broduiñ fuzuilhoù karget dre o beg heñvel ouzh ar re implijet gante en o bro orin, met azasaet ouzh ezhommoù Pennsylvania[1].

Miret e voe ar rizennoù er c'hanol, met hiraet e voe kalzig : pa rae etre 75 ha 80 cm war ar braz eus an armoù-skoaz european, e voe lakaet da vezañ ouzhpenn ur metr. Kement-mañ a zegasas muioc'h a resisted hag a hed-tenn. Bihanaet e voe kalibr ar boledoù evit skañvaat pouez an dafar douget da vare ar chaseadegoù. Platinennoù-kailhastr a oa gant an holl Long rifles ; ar platinennoù-skeiñ a gemeras o flas e kreiz an XIXvet kantved. Dilezet e voe tamm-ha-tamm al lammoù dezhe divjod tev mod Bavaria evit reoù eeun tostoc'h d'ar re vodern, ha brasaet e voe ar pontigoù evit gwareziñ gwelloc'h an draenoù diouzh strouezh ar vro[1][2].

Priziet e oa al Long rifle gant ar chaseourien evit he resisted hag he hed-tenn. Implijet e voe ivez e brezelioù Norzhamerika e-pad daou gantved, en o zouez ar brezelioù gall hag indian (1754-1763), ar brezelioù indian (deroù ar XVIIvet kantved - dibenn an XIXvet kantved), brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet (1775-1783), brezel 1812 etre SUA hag ar Rouantelezh-Unanet, dispac'h Texas (1835-1836), ar brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet (1846-1848), emgannoù ar Bleeding Kansas (1854-1861) ha betek brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet (1861-1865). Dont a reas da vezañ diwar-lerc'h abalamour da ledanaat implij an armoù-tennata e kard diwezhañ an XIXvet kantved.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) KAUFFMAN Henry J., The Pennsylvania-Kentucky Rifle, Masthof Press, 2022, 384 p., ISBN 978-1883294557
  • (en) KOLAR John, Long Rifles of the American Revolution: How Lancaster County Craftsmen Helped Win the War, Historic Rock Ford, 2022
  • (en) IRWIN John Rice, Guns and Gunmaking Tools of Southern Appalachia: The Story of the Kentucky Rifle, Schiffer Craft, 1997, 118 p., ISBN 978-0916838812
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 112-113
  2. (fr) LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, 1975, pp. 9-16
  3. 3,0 ha3,1 (en) Kentucky Flintlock Rifle, IMFDB (lennet d'an 29/01/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan