Logroño

Eus Wikipedia
"Plaza del Mercado" (plasenn ar Marc'had) e Logroño

Logroño zo ur gêr eus Spagn, kêr-benn proviñs ha kumuniezh La Rioja.

Emañ war lez ar stêr Ebro (42° 28' N, 2° 27' K) ha 386 m a-us live ar mor. E Genver 2015 e oa 151 344 a dud o chom e Logroño, war ur gorread 79,6 km².

Darempredet e vez Logroño gant kalzik touristed rak war Hent Sant Jakez emañ.

Pouezus eo gounidegezh ar gwini ha kenwerzh ar gwin e La Rioja ha pouezus eo ivez, da-heul, evit Logroño, kêr-benn ekonomikel ar vro.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Logroño gant ar c'hêrioù-mañ :

Liammoù he deus ivez gant :