Loeiza Savoia (1476-1531)
Loeiza Savoia (1476-1531) a oa mamm Frañsez Iañ (Bro-C'hall), Roue Bro-C'hall.
Merc'h e oa da Fulup II Savoia, dug Savoia, lesanvet an Dizouar, ha d'e bried Marc'harid Bourbon (1438-1483), merc'h da Charlez Iañ Bourbon, dug Bourbon, ha da Agnès de Bourgogne. Pa varvas he mamm e voe fiziet en he moereb, Anne de Beaujeu, merc'h da Loeiz XI, Roue Bro-C'hall, rejantez Bro-C'hall ; ur skouer e voe Anne de Beaujeu evit Loeiza Savoia.
E 1488, pa oa 12 vloaz, e timezas da Charles d'Orléans, Kont Angoulême, ha daou vugel he doe :
- Marguerite d'Angoulême (1492-1549), dimezet e 1527 da Henri II d'Albret, Roue Navarra ; honnezh eo a voe mamm da Jeanne III d'Albret ha mamm-gozh da Henri IV ;
- Frañsez Iañ (Bro-C'hall) (1494-1547), Roue Bro-C'hall adalek 1515 betek e varv.
Intañvez e voe Loeiza Savoia d'an oa a 19 vloaz. Gouestlañ a reas he buhez da zesevel he bugale, gant skoazell he c'hofesour Cristoforo Numai, eus Forlì, (Italia).
Fellout a rae dezhi prientiñ he mab, he C'haesar muiañ karet (César bien-aimé), da vezañ roue rak mab ebet n'en devoa ar roue Loeiz XII.
Dre ziv wech e voe rejantez e-kerzh brezelioù he mab karet :
- e 1515, pan eas da drec'hiñ ar Suised, en emgann Marignano ;
- e 1525-1526, goude emgann Pavia e 1525.