Ynys Llanddwyn
Neuz
(Adkaset eus Llanddwyn)

Ynys Llanddwyn zo un enezenn e-kichen Niwbwrch war lez ar Menai, en Ynys Môn, en hanternoz Kembre.
Liammet eo Llanddwyn ouzh keheladur santez Dwynwen, diwallerez amourouzion Kembre abaoe ar Grennamzer. E korn an enezenn ez eus un iliz vihan gouestlet da santez Dwynwen.
Nepell diouzh an iliz emañ Ffynnon Ddwynwen (Feunteun Dwynwen). E penn an enezenn emañ an tour-tan emgefre.
