Mont d’an endalc’had

Llama Pressin

Eus Wikipedia
Pressin
Ur bistolenn Llama Pressin. N'eo ket alaouret an arm sañset : profet e oa bet ar skouerenn-mañ d'ar prezidant stadunanat Jimmy Carter.
Kinnig
Bro orin Banniel Spagn Spagn
Doare Pistolenn daou ganol un-tenn
Munision 7,65 × 15 mm Pressin
Produer Llama, Gabilondo y Cía.
Mare produiñ Adalek 1978 ; e katalog an embregerezh betek 1995
Niver produet War-dro 900
Perzhioù teknikel
Hirder ar c'hanol 80 mm

Endalc'h Ur gartouchenn e pep kambr.
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Pressin zo ur bistolenn dezhi daou ganol un-tenn, bet gwerzhet etre 1978 ha 1995 gant an embregerezh euskarat Llama, Gabilondo y Cía.. Ijinet e oa bet evit en em zifenn da ziwezhañ, p'eo hir da adkargañ hag izel galloud e vunision.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breouet e voe an arm e 1977 gant Juan Uriarte del Rio (1913-1992), ur jeneral spagnol hag en doa servijet e arme Franco[1]. Goude marv an diktatour e 1975 e chome tenn an endro sokial er stad spagnol abalamour da stourm armet aozadurioù evel ETA hag ar GRAPO, ha c'hoant a save e Spagnoliz zo da c'hellet en em zifenn a-enep ur skrapadeg[2][3].

Tresoù gwikefre ar Pressin.

Ar Pressin a zo dezhi daou ganol, enne pep a vunision 7,65 × 15 mm Pressin, ur gartouchenn savet a ratozh evit an arm, dezhi ur boled 5 gram kaset da 230 m/s. An tenner a rank kargañ ar munisionoù er c'hanolioù gant an dorn, ha pouezañ war an draen, dousik evit tennañ ar boled kentañ, ha kreñvoc'h evit tennañ an eil bannadell. Goude an tenn e ranker skarzhañ an douilhezioù a-drugarez d'ur vazhig. N'eus dornell ebet d'ar Pressin, ha gellet a ra bezañ implijet a-dreuz he gouin, a zo e stumm ur voest lunedoù evit bezañ kuzhet aesoc'h[2].

War-dro 900 skouerenn eus ar Pressin a vije bet produet gant Llama betek ma serrje an embregerezh e dibenn ar bloavezhioù 1990. 20 pistolenn a zo bet prenet e 1995 gant Ministrerezh an Diabarzh gall, met n'eo ket sklaer evit peseurt implij[2].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) Juan Uriarte del Rio, Memorial Hispanidad (lennet d'an 18/05/2026)
  2. 1 2 3 (fr) Arnaud Lamothe, Le Pistolet Pressin, LAI Publications, 19/05/2023 (lennet d'an 18/05/2026)
  3. (es) 7.65 x 15 Pressin, Municion.org (stumm kozh - lennet d'an 18/05/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan