Mont d’an endalc’had

Llama M-82

Eus Wikipedia
Llama M-82


Ur bistolenn Llama M-82
Kinnig
Bro Banniel Euskal Herria Euskal Herria
Banniel Spagn Spagn
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober ha daou-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munisionoù 9 mm Parabellum
Bloavezh krouidigezh 1982
Produer Llama, Gabilondo y Cía.
Mare produiñ 1986 - 1997
Mare implij 1984 – bremañ (Arme Spagn)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 1,110 kg
Hirder 209 mm
Hirder ar c'hanol 113 mm

Endalc'h Karger fiñv 15 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Al Llama M-82 zo ur bistolenn damaotomatek bet kinniget e 1982 gant an embregerezh euskarat Llama-Gabilondo. Tost a-walc'h eo he gwikefre ouzh hini ar Beretta 92 italian[1], gant ur blatinenn un-ober ha daou-ober. Pourveziet eo gant ur c'harger 15 kartouchenn 9 mm Parabellum. Ur stumm evit ar sportoù tennañ, anvet M-87, zo bet gwerzhet adalek 1987 gant Llama-Gabilondo. Hiroc'h eo he c'hanol (133 mm e-lec'h 113), hag ur pouez zo en e veg. Kambret eo e .40 S&W hag e 9 × 21 mm IMI ouzhpenn an 9 mm Parabellum[2].

Goude amprouennoù e 1982[3] e voe dibabet an M-82 e 1984 evit bezañ arm-dorn standart arme Spagn, e plas ar Star B[4]. An HK USP hag an FNP 9 o deus kemeret he flas hiziv an deiz.

  1. (en) POPENKER Maxim, Llama M-82, Modern Firearms (lennet d'an 20/05/2026)
  2. (fr) HARTINK A. E., L'encyclopédie des pistolets et revolvers, Maxi-Livres, 2004, ISBN 2-7434-4777-X, pp. 159-160
  3. (es) José Ignacio de Jorge Asensi Pistola Llama M-82, Defensa n°82, miz C'hwevrer 1985 (lennet d'an 20/05/2026)
  4. (en) Ian McCOLLUM, Llama M82: Gabilondo Copies the Beretta (But More Complicated), Forgotten Weapons (lennet d'an 20/05/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan