Lizher d'an Efezidi

Eus Wikipedia

Unan eus ar pevar lizher ma lavar Paol ez eo prizoniad eo al lizher d'an Efezidi (Ef). Skrivet eo bet en hevelep mare hag Al Lizher d'ar Goloseidi ha fiziet er memes kannad, Tic'hikos (Kol 4, 7-8 ; Ef 6, 21-22). Kinnig a ra Maodez Glanndour o lenn a-gevret « rak en em glokaat a reont »[1]. Lizheroù Paol a zo ul lodenn eus Testamant Nevez ar Bibl.

Piv en deus skrivet al lizher ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arvar zo bet lakaet war dorn an hini a skrivas al lizher-mañ hag al lizher d'ar Goloseidi : ne gred ket an holl e oa gant Paol e-unan. Hervez « La Bible de Jérusalem »[2] live uhel ha nevezenti ar mennozhioù displeget a vir a soñjal e vefe al lizher oberenn un diskibl.

Diforc'hioù stil a gaver koulskoude pa geñverier gant lizheroù all met meur a zoare en doa Paol da skrivañ ha roudoù eus stil Ef a gaver e 2 Kor (9, 8-14) pe e Rom (3, 23-26)...

N'eus nemet un diaester brasik a-walc'h : un toullad tammoù eus al lizher a seblant bezañ kemeret diouzh al lizher d'ar Goloseidi en un doare dizampart.

Arabat disoñjal e voe skrivet an daou lizher d'ar memes mare, e klokaont an eil egile ha ne skrive ket an abostol e-unan e lizheroù en o fezh. Sikouret e veze gant un diskibl peurvuiañ. Perzh an diskibl a vefe bet un tamm brasoc'h evit al lizher-mañ.

Evit piv ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezout mat a rae Paol kristenien Efesos. Bet oa bet e darempred ganto tri bloavezh-pad. Koulskoude e soñj an darn vrasañ eus ar viblourien ne oa ket kaset al lizher dezho hepken (n'eus anv degemerer ebet) met da gristenien Bro-Efesos en he fezh pe da holl ilizoù Kornôg Azia[3] pe zoken da holl gristenien ar mare[4].

Kelennadurezh al lizher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu danvez al lizher hervez Maodez Glanndour : « Amañ ivez, Paol a fell dezhañ displegañ mennad madelezhus Doue an Tad o reiñ dimp ar c'hras dre Jezuz Krist. Hemañ eo an hini diazezet gantañ da roue ar grouadelezh ha da benn an Iliz. Drezañ e fell da Zoue adunvaniñ an dud gantañ e-unan hag ar re-mañ kenetrezo. Sed ar mister a ra levenez an Abostol. Hag en hevelep doare eo da bep unan da vevañ er sklêrijenn-se dre en em ginnig da Zoue da brofadenn blijus ha santel. »[1].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (br) Digoradur da lizheroù Sant Paol, eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 355
  2. (fr) Introduction aux Epîtres de Saint Paul, La Sainte Bible, Cerf, 1961, p 1487
  3. (br) Maodez Glanndour, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1961, p 355
  4. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p1487