Little Women


Little Women ("Maouezi bihan") zo ur romant skrivet gant ar romantourez stadunanat Louisa May Alcott (29 a viz Gwengolo 1832 - 6 a viz Meurzh 1888), embannet da gentañ e div levrenn, e 1868 ha 1869[1].
An istor a heuilh buhez ar peder c'hoar March — Meg, Jo, Beth hag Amy — hag a zispleg munudoù a c'hoarvez eus ar vugaleaj d'an oad gour. Diazezet eo war buhez an aozerez hag he zeir c'hoar[2].
Teir dodenn bennañ a zo kontet er romant : an tiegezh, al labour, hag ar garantez wirion, an holl anezho kenstag etrezo ha pep hini anezho ret evit tizhout identelezh hiniennel he harozez[3].
Meur a film zo bet savet evel adaozadurioù, gant meur a aktourez o c'hoari ar rolloù : Emma Watson (Margaret), film savet gant Greta Gerwig (2019), Janet Leigh, Mervyn LeRoy (1949).
- Little Women (1869), skeudennaouet gant Abigail May Alcott Nieriker
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Longest, David (1998). Little Women of Orchard House: A Full-length Play [Little women eus Orchard House : ur pezh-c'hoari leun]. Dramatic Publishing. p. 115
- ↑ (en) Alberghene, Janice (1999). Autobiography and the Boundaries of Interpretation on Reading Little Women and the Living is Easy [Emvuhezskrid ha harzoù an displegañ en ur lenn Little Women ha the Living is Easy]. In Alberghene, Janice M.; Clark, Beverly Lyon (eds.). Little Women and the Feminist Imagination: Criticism, Controversy, Personal Essays [Little women hag an ijin benelour : burutelladennoù, tabutoù, pennadoù personel]. Psychology Press. p. 355
- ↑ (en) Elbert, Sarah (1987). A Hunger for Home: Louisa May Alcott's Place in American Culture [C'hoant un ti : plas Louisa May Alcott e sevenadur Amerika]. New Brunswick: Rutgers University Press.