Litotenn

Eus Wikipedia

Litotenn[1], pe "mouskomz"[2] (diwar ar gregach λιτότης, litótēs, "eeunded") a reer eus un droienn stil a implijer pa lavarer pe skriver nebeutoc'h evit reiñ da gompren muioc'h.
Hervez ur vojenn(Daveoù a vank) e vefe douget ar vrezhonegerien, hag ar Vretoned dre vras, d'al litotenn : ne vo klevet diganto nemet "N'eo ket gwall fall" pa gav dezho ec'h eo mat-tre an traoù. Marteze e kaver ar memes tro e pep sevenadurezh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriaoueg Diwan al Lennegezh [1]
  2. Mouskomz e Geriadur brezhoneg An Here hag e Geriadur Favereau ; kenster eo mouskomz gant damgomz e Geriadur Hemon-Huon ; goudaolad (g.) / goudaoliñ (a. v.) e Geriadur Ménard ; litotenn ha goudaolad e "Dielfennerezh lennegel-Geriaoueg galleg-brezhoneg" Daniel Doujet.