Listennad an anvioù-verboù hep dibenn anv-verb

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Un toullad anvioù-verboù brezhonek n'o deus ket a zibennoù da verkañ an anv-verb.

Dibennoù-verb[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merkoù zo d'an anv-verb e brezhoneg. Lavaret ha skrivet e vez:

  • digeriñ (pe digoriñ)
  • gallout, gwelout
  • kemmañ,
  • kregiñ (pe krogiñ)
  • labourat, lavarout
  • sellout
  • echuiñ

Arabat kemmeskañ an anv-verb ha pennrann ar verb (a dalvez da stummañ an doare-gourc'hemenn) : digeriñ / digor !, labourat / labour !

Listennad verboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ ar verboù anavezetañ ha muiañ implijet ha n'o deus dibenn ebet ; lod anezho a c'hall kaout un dibenn anv-verb pe meur a hini, ha meneget int er rannbennad izeloc'h.

A ambroug • anzav • argas • arsav • astenn • aters
B bale • barn • breskenn
CH cheñch • choaz • chom
C'H c'hoari
D dale • daskor • daspugn • dastum • degas • degemer • desav • desev • dezrevell • diarbenn • dibab • difenn • dilenn • dinac'h • diroll • diskar • diskenn • diskouez • dispenn • dispign • displeg • diwall • diwan • dizarbenn • dizolo • dizon • dougen ("dougenn" e Leon)
E embann • endramm • eskemm • espern
F flach
G golo • goro • gortoz • gouarn • goullonder • gourc'hemenn • gourdrouz • gouren • gourvez • gouzañv
H harz • heuilh
I implij • intent
K kas • kelenn • kemenn • kemer • kemmesk • kempenn • kinnig • klask • klemm • kofes • koll • kompren • komz • koroll • kutuilh
L lenn
P paouez • pellgomz • pourchas • pourmen • prezeg
R rebech • ren • resev • respont
S sarmon • selaou • servij • sikour • son • stourm
T tamall • tañva • touch • tremen
Y yun

Verboù daou stumm dezho[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hep dibenn ebet pe gant unan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Verboù zo, hag a vez alies hep dibenn, a c'hall kaout unan a-wechoù

  • barn, barnañ
  • chom, chemel
  • daskor, daskoriñ
  • harz, herzel, harzañ
  • heuilh, heuliañ
  • implij, implijout
  • kemer, kemerout
  • kinnig, kinnigen
  • kofes, kofesaat
  • servij, servijout
  • son, seniñ
  • yun, yunañ

Gant meur a zibenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • fiziañ, fiziout
  • gweskel, gwaskañ
  • herzel, harzañ
  • stekiñ, stokañ
  • stlepel, stlapañ
  • trec'hiñ, troc'hañ

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]