Lioudmila Mic'hailovna Pavlitchenko
| Lioudmila Mic'hailovna Pavlitchenko | |
|---|---|
E 1943, oadet a 27 vloaz | |
| Anv | Людмила Михайлівна Павліченко |
| Bet ganet | Людмила Павличенко Бєлова Lioudmila Mic'hailovna Belova |
| Lesanv | Lady Death |
| Ganedigezh | 12 Gouere 1916 Bila Tserkva ( |
| Marv | 10 Here 1974 Moskov |
| Micher | Soudardez Tennerez-spieg Istorourez |
| Arme | |
| Renk | Letanant (Lu Ruz) Major (Morlu) |
| Unvezioù | 54vet Fuzuilherien Stenka Razin 25vet Rannarme Fuzuilherien Sturvod ar Morlu |
| Servij | 1941-1953 |
| Brezelioù | Eil Brezel-bed |
| Enorioù | |
| Pried | Aleksey Pavlitchenko |
| Bugale | Rostislav Pavlitchenko |
Lioudmila Mic'hailovna Pavlitchenko (ruseg : Людмила Михайловна Павличенко, ukraineg : Людмила Михайлівна Павліченко ; ganet Lioudmila Mic'hailovna Belova, 12 a viz Gouere 1916 – 10 a viz Here 1974) a oa ur dennerez-spieg soviedel[1] war talbenn ar Reter an Eil Brezel-bed. Roet e voe an titl a Harozez an Unvaniezh Soviedel dezhi peogwir he doe lazhet 309 enebour, hag al lesanv Lady Death abalamour d'he ampartiz hep he far da dennañ gant ur fuzuilh.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Lioudmila Belova e Bila Tserkva (Impalaeriezh Rusia) d'an 12 a viz Gouere 1916 ha pa oa 14 vloaz en em stalias he familh e Kyiv. Lakaat a reas he anv en ur c'hlub tennañ ha dont a reas da vezañ ur mailh-tennerez en ur labourat evel micherourez e labouradeg arsanailh Kyiv. Dimeziñ a reas d'un doktor tro-dro d'he 16 vloaz hag ur mab he devoe.
Pa oa o studiañ an Istor e Skol-veur Kyiv e krogas an arme alaman da aloubiñ an tiriad soviedel e miz Even 1941. E-touez ar re gentañ e voe oc'h en em gavout er burev-enrollañ ha goulenn a reas en em gannañ en droadegiezh. Klasket e voe ober un glañvdiourez anezhi met nac'hañ a reas. Kaset e voe da 25vet rannarme troadegiezh an Arme Ruz.

Foto gant Israel Ozersky
Dont a reas da vezañ unan eus 2 000 maouez mailh-tenner an Arme Ruz (500 hepken a oa bev c'hoazh e fin ar brezel). Lazhañ a reas he daou enebour kentañ e-kichen Biliaivka en Ukraina gant ur fuzuilh tennata dornel Mosin-Nagant 91/30 aveet gant ul lunedenn P.E. 4. Deskrivañ a reas kement-se evel he « badeziant an tan » peogwir e oa deuet da vezañ un dennerez-spieg da vat.
En em gannañ a reas Pavlitchenko e-pad 2 viz hanter e-kichen Odesa, ma lazhas 187 enebour. Dimeziñ a reas d'un tenner-spieg all, Aleksei Kitsenko, da 25 bloaz, met lazhet e voe hennezh nebeut goude. Pa oa mestr an Arme roumanian war Odesa e voe kaset he unvez dre vor da Sevastopol, e ledenez Krimea. E miz Mae 1942 e voe meneget al letanant Pavlitchenko gant Kuzul Arme ar Su evit bezañ lazhet 257 soudard alaman. En holl ez eus kadarnaet 309 den lazhet ganti er brezel, en o zouez 36 mailh-tenner enebour eus an Ahel. E miz Even 1942 e voe gloazet gant un tenn mortez. Peogwir e krogas da vezañ brudetoc'h-brudetañ e voe tennet eus an talbenn war-bouez ur miz goude bezañ pareet, hag ur vouezh-aotreet eus an Arme Ruz e teuas da vezañ.
E miz Gwengolo 1942 e voe kaset da Ganada ha d'ar Stadoù-Unanet[2] evit gounit ar Gevredidi da zigeriñ un eil talbenn er C'hornôg a-enep an Trede Reich. Kouviet e voe d'an Ti Gwenn gant ar prezidant Franklin Delano Roosevelt, ar geodedez soviedel gentañ da vezañ degemeret gant ur prezidant stadunanat. Pedet e voe gant Eleanor Roosevelt d'ober un droiad dre ar vro evit kontañ ar pezh he doa graet war an talbenn. Mont a reas dirak an International Student Assembly bodet e Washington D.C., kemer a reas perzh e bodadegoù ar CIO, ur c'hengevread sindikadoù, ha prezegennoù a reas e New York hag e Chicago. Profet e voe ur bistolenn emgefreek Colt dezhi gant an Amerikaned. Roet e voe ur fuzuilh-lunedenn Winchester dezhi e Kanada hag a zo diskouezet bremañ e Mirdi kreiz an Nerzhioù armet e Moskov. P'edo e Kanada gant Vladimir Pchelintsev, ur mailh-tenner all, ha Nikolai Krasavtchenko, penn Aozadur ar Yaouankiz e Moskov, e voe degemeret gant miliadoù a dud e porzh-houarn Union Toronto. Mont a reas goude da Vreizh-Veur, da weladenniñ Coventry ha Birmingham[3].
Deuet da vezañ major[4], ne voe ket adkaset Pavlitchenko d'an talbenn hag en em ouestlañ a reas da stummañ ar mailh-tennerien soviedel betek fin ar brezel. Roet e voe medalenn aour Haroz an Unvaniezh Soviedel hag Urzh Lenin div wech dezhi, hag embannet e voe un timbr en he enor.
Goude ar brezel ec'h echuas he studioù e Skol-veur Kyiv hag e krogas da labourat evel istorourez. Eus 1945 da 1953 e labouras evel klaskerez skoazellerez e penngarter ar Morlu Soviedel. Oberiant e voe goude e Poellgor soviedel soudarded-kozh ar brezel. Eleonor Roosevelt a zeuas d'he gweladenniñ e Moskou e 1957.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 10 a viz Here 1974 e varvas Lioudmila M. Pavlitchenko e Moskov diwar un arsav kalongwazhiedel d'an oad a 58 vloaz. Goude ar brezel e oa bet tapet gant an diwaskadur abalamour da varv he fried e-kerzh ar brezel, gant ar strafuilh stres post-traomatek hag an alkoolegezh ivez, ar pezh a zispleg moarvat perak e varvas yaouank a-walc'h. Beziet e voe e bered Novodevitchi.
Graet e voe un eil timbr-post anezhi e 1976 hag ul lestr-karg ukrainat zo anvet diwar he anv.
- Timbr 1943
- Timbr 1976
E 2022
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2022, un dennerez ukrainat er brezel a-enep Rusia zo bet lesanvet "Lady Death" diwar skouer Lioudmila Mic'hailovna Pavlitchenko [5].
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An emgann evit Sevastopol (Битва за Севастополь), ur film rusian hag ukrainat sevenet e 2015 gant Sergei Mokritski, diwar he fenn.
- He eñvorennoù zo bet embannet ivez.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Keodedourez soviedel a vroadelezh rusian hervez fichenn buhezskrid al lec'hienn rusek www.warheroes.ru.
- ↑ , Time Magazine, 28 a viz Gwengolo 1942.
- ↑ The New York Times, 8 a viz Du ha 5 a viz Kerzu 1942.
- ↑ Ur rez uheloc'h eo major eget kabiten en Arme soviedel.
- ↑ https://www.independent.co.uk/news/world/europe/ukraine-sniper-lady-death-charcoal-b2051925.html?utm_content=Echobox&utm_medium=Social&utm_source=Facebook&fbclid=IwAR017k6MQRwMHW_fQsx18qlK0GddNUziEFrqYlxiV5ZmoJO2QtQ8MDlgSJM#Echobox=1649235303