Linkin Park
Neuz

Linkin Park (distaget [ˈlɪŋkɪn pɑːk]) zo ur strollad rock alternativ ha nu metal eus ar Stadoù-Unanet. En Agoura Hills, e Kalifornia, e oa bet savet e 2000, da-heul daou strollad all anvet Xero (1996-1999) hag Hybrid Theory (1999-2000). C'hwec'h den zo ezel eus Linkin Park en deiz hiziv : Mike Shinoda (kan, rap, gitar, klavier) ; Emily Armstrong (kan) ; Brad Delson (gitar) ; Joe Hahn (scratch, klavier) ; Dave Farrell (gitar boud) ha Colin Brittain (taboulinoù). E Klison, e gevred Breizh, en doa sonet ar strollad e 2017 hag e 2025, war leurenn ar festival Hellfest.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel