Linenn Maginot
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Deiziad krouiñ | 1928 |
|---|---|
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Anvet diwar | André Maginot |
| Bro | Frañs |
| Urzhier | Paul Painlevé |
| Danvez implijet | beton houarnet |
| Oberataer | Nerzhioù lu Frañs |

Al linenn Maginot a oa ur stroll kreñvlec'hioù ha savadurioù difenn savet gant Bro-C'hall etre 1929 ha 1940 a-hed he harzoù gant Italia, Suis, Alamagn, Luksembourg ha Belgia.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude dibenn ar Brezel-bed Kentañ e savas divizoù e-touez ar pennoù milourel ha politikel gall evit gouzout petra a vije ar mod gwellañ da aozañ difenn harzoù Bro-C'hall, betegoût e vije aloubet ar vro a-nevez. Pa ginnige lod sevel linennoù difenn skañv ha lakaat ar pouez war un arme enepargadennoù fiñv, mekanikaet ha gouest da vont prim eus ul lec'h d'egile, lod all, en o zouez André Maginot, bet ministr ar Brezel etre 1922 ha 1924, a soñje dezhe e oa gwelloc'h fiziañ en ul linenn difenn greñv. Diazezet e oa ar soñj-se ivez war ar fed e oa gortozet un diskar eus ar boblañs en oad da stourm er bloavezhioù 1930, abalamour d'an niver a c'hanedigezhioù bezañ digresket a galz e-pad ar Brezel Bras ; an taktikoù difenn a c'houlenne nebeutoc'h a soudarded evit ar re argadiñ.
E 1929, pa zistroas André Maginot d'e bost ministr goude un troc'h, e voe kroget da vat gant al labourioù evit sevel al linenn, a veze anvet Fortification permanente (kreñvadur peurbad) neuze. He fal e oa gellet derc'hel teir sizhunvezh da nebeutañ, en ur chom emren, da vare un aloubadeg. 5 miliard a lurioù gall a voe postet e savidigezh al linenn, ha war-dro 20.000 labourer a gemeras perzh enni. An anv Ligne Maginot a voe roet dezhi e 1935 hepken, goude marv André Maginot.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ul linenn-difenn kreñv a voe savet e-tal an harzoù gant Alamagn hag Italia dreist-holl, enni ur rouedad kreñvlec'hioù. E-tal Alamagn e oa ar savadurioù-mañ savet dindan douar, ha tro-dro dezhe e kaved kavioù-kreñv, koupolennoù arsellet pe mindrailherezioù, fozioù ha linennnoù orjal dreinek. Betek 25 km a ledander e c'halle al linenn bezañ e lec'hioù zo en Elzas. E-tal Italia e voe tennet splet eus an dachenn evit toullañ kreñvlec'hioù er menez war-eeun. Dafaret e oa al linenn gant pezhioù kanolierezh 75 mm, 81 mm ha 135 mm, kanolioù eneptank 37 mm ha 47 mm, kanolioù-mortez 40 mm ha 50 mm, mindrailherezioù Reibel ha fuzuilhoù-mindrailher deveret eus an FM 24/29. Gellet a rae pep post-tennañ goloiñ trowardroioù unan all da nebeutañ.
E penn a-raok an teknologiezhioù nevez e oa al linenn. Pep post-emgann a oa liammet ouzh ar re all dre bellgomz. Degaset e veze ar munisionoù betek enne gant mekanikoù tredan. Koupolennoù enne kanolioù a c'halle sevel a-zindan an douar evit tennañ ha diskenn evit kuzhat adarre, a-benn ma vije kuzhet ar savadurioù ar muiañ ar gwellañ. Silet e veze an aer, a veze gwasket un tamm e diabarzh ar savadurioù evit mirout ouzh gazoù emgann pe moged da zont-tre enne.
- Bloc'h 5 kreñvelc'h Rimplas (Alpoù-an-Arvor)
- Kav-kreñv e Crusnes (Meurthe-et-Moselle)
- Rouedad orjal-dreinek dirak savadur an Immerhof (Loren)
- Rouedad reilhoù eneptank dirak kreñvlec'h an Hochwald (Elzas)
Abalamour d'ar vuhez e kreñvlec'hioù kloz, gant nebeut a c'houloù, bezañ heñvel a-walc'h ouzh an hini war vag, e voe roet an anv équipages (« ekipajoù ») da soudarded ar c'hreñvlec'hioù. Lec'hioù en em walc'hiñ ha klañvdioù a gaved e pep savadur. Ingal e oa an temperadur diabarzh (13°C). Daoust d'ar savadurioù bezañ soñjet evit reiñ bod da soudarded en ur mod padus e voe paket lod anezhe gant un droug hag a voe lesanvet «bétonite»[1], hag a voe deskrivet evel ur meskaj etre an enoe, an diwaskadenn hag ar c'hlozarureg.
Difennet e oa al linenn gant rejimantoù savet a ratozh-kaer evit implijout anezhi, en o zouez ar RIF (Rejimantoù Troadegiezh ar C'hreñvlec'hioù) pe ar RAP (Rejimantoù Kanolierezh Lec'hioù-kreñv). E deroù miz Mae 1940 e oa 28 rann-arme troadegiezh klasel o c'hortoz a-dreñv d'al linenn ivez.
- Kambreier (kreñvlec'h Saint-Ours Haut, Val D'Oronaye, Alpoù-Provañs-Uhel)
- Trepas e kreñvlec'h Hackenberg (Veckring, Loren)
- Siloù evit an aer en ur goudor e Hettange (Loren)
- Un douribell evit ur c'hanol 75 mm
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1930 e voe implijet al linenn Maginot gant ar gouarnamant gall evit frealziñ ar boblañs. Ger-stur al linenn en arme e oa « On ne passe pas » (Ne dremener ket).
Pa grogas ar « Brezel drol » e miz Gwengolo 1940 e voe rediet an annezidi hag a oa o chom etre al linenn Maginot hag harzoù ar vro da vont kuit. D'an 10 a viz Mae e krogas emgann Bro-C'hall. Dibab a reas ar Wehrmacht tremen dre koadeier Ardenne, un takad ha ne oa fonnus al linenn Maginot warnañ abalamour e soñje d'ar pennoù-meur gall e oa dibosubl lakaat un arme mekanikaet da dreuziñ anezhañ. En devezhioù war-lerc'h en em gavas neuze difennerien al linenn Maginot en takad-mañ oc'h enebiñ ouzh argadennoù dre an a-raog ha dre an a-dreñv. Daoust d'ar bombezadagoù kreñv etre kreiz miz Mae hag an 22 a viz Even, ar braz eus ar c'hreñvlec'hioù a zalc'has mat-tre. En Alpoù e tiskouezas al linenn bezañ efedus pa voe taget gant an arme italian adalek an 10 a viz Even, he ne voe ket treuzet ganti dre an nerzh.
- Eilañ ar soudarded en ur c'hreñvlec'h (1939)
- Ur c'hloc'h tizhet gant obuzioù e kreñvlec'h La Ferté (Ardenne)
- Poliserien alaman dirak ur c'hav-kreñv
- Soudarded stadunanat dirak kreñvlec'h an Hochwald (1944)
D'an 22 a viz Even 1940, devezh sinañ an harz-tan gant an Trede Reich, an unvezioù gall a oa e savadurioù al linenn a resevas urzh da zilezel anezhi. E miz Gouere war-lerc'h e voe aloubet al linenn tamm-ha-tamm gant an arme alaman, hag a broduas e 1940 ha 1941 filmoù propaganda o tiskouez he soudarded bezañ trec'h e emgannoù evit tapout al linenn, a-enep d'ar wirionez istorel. Renad Vichy, a oa o klask bouc'h ar pec'hedoù evit koll ar vro e 1940, a damallas da soudarded al linenn bezañ dilezet anezhi en ur dec'hel kuit dirak an arme alaman, a-enep d'ar wirionez ivez.
Savadurioù zo eus al linenn a voe adimplijet gant an Alamaned e 1944-1945 evit difenn o bro a-enep d'ar Gevredidi. Savadurioù all a voe implijet gant an arme c'hall betek 1966 a-raok bezañ dilezet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Kleñved diwar vetoñs".