Limonadez
Al limonadez zo un evaj yen graet gant chug suraval, dour ha sukr. Gazek eo alies en Europa, met n'eo ket er Stadoù-Unanet nag e Kanada.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo ar ger limonadez gant ar ger limon (suraval e galleg kozh) ha limone (italianeg).
Orinoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nasir-e C'hosro (1004-1070), ur barzh persek genidik eus Tadjikistan a-vremañ, a rae dave e « Safarnama » (Levr beajoù) d'un evaj « qatarmizat », aozet en Ejipt ar Grennamzer. Aozet e veze o veskañ chug suraval gwasket gant sukr-korz, un dousaer naturel aes da gavout. Gwerzhet e veze an evaj poblet-se gant ar werzherien niverus a oa e marc'hadoù ar vro.
Dont a reas war-wel rekipe kentañ al limonadez en XIIIvet kantved en ul levr keginañ arab.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evañ a reer limonadez e broioù Europa abaoe an XVIIvet kantved da nebeutañ. E Pariz e vije erruet d'an 20 a viz Eost 1630.
An dour gazekaet, ijinet gant ar c'himiour Joseph Priestley, hag un hentenn nevez da c'hazekaat an dour ijinet gant Johann Jacob Schweppe, ur bravigour suis alaman, a sikouras al limonadez da vezañ skignet aesoc'h.
Limonadezioù ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Iwerzhon eo gazek al limonadez, ha daou seurt zo : al limonadez gwenn hag al limonadez ruz.
En India ha Pakistan e vez anvet nimbu paani, hag e Bangladesh e c'hall bezañ holen ha chug jinjebr ennañ, hag anvet e vez lebur shorbot.