Lima Naoned
Lima Naoned a zo ur madig graet e Naoned abaoe an XIXvet kantved. Sukr poazhet ha blazet eo, e stumm ur pevarzaleg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a rafe lima Naoned eus ur rekipe italian, ar berlingozzo. E dibenn an XVIIIvet kantved pe deroù an XIXvet kantved e voe notet ar rekipe gant an itron Couët, ur gantinerez eus armeoù Ren ar Gonsuled, ha goude an Impalaeriezh c'hall kentañ, roet dezhi en eskemm d'an aluzen graet d'ur vaouez baour a-hervez. Goude bezañ bet medalennet evit bezañ skoazellet ar bagadoù e tistroas an itron Couët e Naoned. Ar rekipe a voe implijet gant he merc'h, gwreg ur porzhier anvet Dupont, evit gwerzhañ madigoù dindan dor-dal he c'hendi e korn Plasenn ar Roue ha straed Du Couëdic. Berzh a reas ar borzhierez ganto[1].
An Itron Renaudineau a zeuas da vezañ merc'h d'ar c'houplad Dupont goude he eured. Kenderc'hel a reas ar Renaudineau d'ober limaioù, ha digeriñ a rejont ur stal straed ar Foz. Krouiñ a rejont ur merk : « À la renommée ». Dimezhiñ a reas o merc'h gant un aotrou Benardin bennak, hag asambles e tilec'hias ar stal da blasenn ar Roue (e korn straed Sant-Juluan). Produadur al limaioù, hag a oa er stal betek hen, a voe e 9 straed Bel-Air e 1924[2].
Kevezerezh kreñv a oa etre ar goñfizerien. Adkemeret e voe ar rekipe gant Pierre Bonté, e-touez re all, adalek 1861, staliet straed Jean-Jaurès[2]. E 1902 e voe ijinet ar rigolettes gant ar c'hoñfizer Charles Bohu, awenet gant al limaioù a werzhe[3]. E 1907 e voe digoret ul labouradeg koñfizerezh kae Malakoff gant ar mab da Bierre Bonté, o kreskiñ ar produadur. Graet e oa bet kement all gant ar goñfizerezh Pinson un nebeud amzer a-raok[2]. Er bloavezhioù 1920 e oa seizh koñfizerezh e karter ar Malakoff-Kozh (e su ar porzh-houarn), o tougen an anvioù Bonté, Pinson, Martel, Lemaître[3] hag all.
Gwanaet e voe industriezh ar goñfizerezh e Naoned gant an tailhañ ha goude distrujoù an Eil Brezel-bed. Mont a reas ar merk « À la renommée » da gaet e dibenn ar bloavezhioù 1940. Ren a reas ar familh Pinson he c'hoñfizerezh betek 1985. Dilerc'hiañ a reas Bonté, ar c'hoñfizer diwezhañ e Naoned, e broduadur e Sant-Ervlan e penn-kentañ an XXIvet kantved, en ur gendeuziñ gant Pinson, ar pezh a lakaas un dermen d'ar produadur limaioù e Naoned[3]. Abaoe 2011 emañ unvez fardañ ar goñfizerezh Bonté-Pinson e Boufféré e Vande (kumun Montaigu-Vendée bremañ)[4], lec'h m'emañ unan eus e stalioù, an daou all o vezañ e Sant-Ervlan ha La Roche-sur-Yon (Vande).
Fardañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ret eo d'ar sukr bezañ poazhet er gwrezverk mat, hep karamelaat. Ret eo yenaat anezhañ goude hag ouzhpennañ ur blaz. Pa'z eo ar sukr tomm awalc'h e vez astennet ha lakaet e stumm ur wadegenn. Evit kaout stumm al lima e c'hoarier war stouadur ar gontell e 90° e-pad an daou droc'h evit stummañ ar madig, an eil troc'h o vezañ graet goude bezañ troet ar wadegenn sukr ur c'hard[2].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- PDF La belle histoire des bonbons nantais gant Michaël Gheerbrant, hañv 2006, Nantes au quotidien, nv 166, p.29-31, embannet gant ti-kêr Naoned, gwelet d'ar 24 a viz Du 2012.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar rigolette (ur madig all eus Naoned)
- (en) an humbugs saoz
- Keginerezh Breizh
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |